Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Mika 2:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

7 Te hag a zo anvet ti Jakob, daoust hag eo buan Spered an AOTROU da gounnariñ? Ar re-se eo da oberoù? Va c'homzoù, ha n'int ket mat gant an hini a gerzh eeun?

Ver Capítulo Copiar




Mika 2:7
31 Referencias Cruzadas  

AOTROU, graet ec'h eus vad da'z servijer, hervez da gomz.


Te a zo mat ha madoberus, desk din da reolennoù.


An hini a gerzh en eeunder hag a vir ar reizhder, an hini a lavar ar wirionez evel ma emañ en e galon,


Gant an hini a zo mat ez out mat, gant an hini a zo eeun ez out eeun,


Rak un devezh ez leurioù a zo gwelloc'h eget mil e lec'h all. Gwelloc'h eo din en em zerc'hel war dreuzoù ti va Doue, eget bezañ o chom e teltennoù ar re zrouk,


Hent an AOTROU a zo nerzh an den eeun, met un distruj eo evit ar vicherourien a zireizhder.


An hini a gerzh en eeunder a ya e surentez, met an hini a falla e hentoù a vo dizoloet.


An den a gerzh en eeunder a zouj an AOTROU, met an hini a zo gwallsiek en e hentoù a zispriz anezhañ.


Mirout a ra an ijin evit ar re a zo eeun, ur skoed eo d'ar re a gerzh er reizhder.


An hini a gerzh en eeunder a vo salvet, met an hini a zistro dioutañ evit heuliañ daou hent a gouezho en unan anezho.


Perak ne'm eus kavet den pa'z on deuet? Perak n'en deus respontet den pa em eus galvet? Va dorn, ha re verr eo evit dieubiñ? Ha n'eus ket a nerzh ennon evit saveteiñ? Setu e lakaan ar mor da zisec'hañ pa c'hourdrouzan anezhañ, hag e troan ar stêrioù e gouelec'h, o fesked o vreinañ dre ziouer a zour, marvet gant ar sec'hed.


Youc'h a-leizh-korzenn, na zalc'h ket, sav da vouezh evel ur shofar, disklêr da'm fobl o disentidigezh, ha da di Jakob o fec'hedoù.


En em gavet eo da gomzoù, hag o debret em eus, ha da gomz a zo evidon joa ha levenez va c'halon. Rak da anv a zo galvet warnon, AOTROU, Doue an armeoù.


Selaouit komz an AOTROU, ti Jakob hag holl diegezhioù ti Israel:


Piv a zo fur? Ra gompreno an traoù-mañ! Piv a zo skiantek? Ra anavezo anezho! Rak hentoù an AOTROU a zo eeun, ar re reizh a gerzho enno, met ar re disent a gouezho enno.


Selaouit kement-mañ, pennoù Jakob, ha c'hwi renerien ti Israel, c'hwi hag a gasa ar reizhder, hag a laka da vezañ kamm ar pezh a zo eeun,


Respont a reas din o lavarout: Houmañ eo komz an AOTROU disklêriet da Zorobabel o lavarout: N'eo ket dre c'halloud na dre nerzh met dre va Spered, eme AOTROU an armeoù.


An AOTROU a lavaras da Voizez: Dorn an AOTROU, ha berraet eo? Gwelout a ri bremañ hag-eñ e c'hoarvezo ar pezh am eus lavaret dit, ya pe nann.


Dougit eta frouezh dereat d’ar geuzidigezh,


Int a respontas dezhañ: Hon tad eo Abraham. Jezuz a lavaras dezho: Ma vijec’h bugale Abraham, c’hwi a raje oberoù Abraham.


Ha roet en deus din neuze ar marv ar pezh a zo mat? N’eo ket! Met ar pec’hed eo, evit m’en em ziskouez evel pec’hed en ur reiñ din ar marv dre un dra vat, hag evit ma teu da vezañ gwall bec’her dre ar gourc’hemenn.


N’oc’h ket war enk ennomp, met emaoc’h war enk en ho kreizon hoc’h-unan.


o devo an diavaez a zoujañs-Doue met o devo dinac’het ar pezh a ra he nerzh. En em bella diouzh an dud-se.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos