Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Jeremiaz 15:15 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

15 Gouzout a rez, o AOTROU! Az pez soñj ac'hanon, gweladenn ac'hanon ha va veñj eus va heskinerien! Na lam ket ac'hanon, o taleañ da fulor, ha gouez e c'houzañvan an dismegañs evidout.

Ver Capítulo Copiar




Jeremiaz 15:15
42 Referencias Cruzadas  

Hag e lavaris d'al Levited en em c'hlanaat ha dont da ziwall an dorojoù, evit santelaat deiz ar sabad. O va Doue! Az pez soñj ac'hanon diwar-benn kement-se, pardon din hervez braster da drugarez.


prof ar c'hoad d'ar mareoù merket, hag ar frouezh kentañ. O va Doue! Az pez soñj ac'hanon, evit ober vad din.


O va Doue! Az pez soñj ac'hanon, evit ober vad din, hervez kement am eus graet evit ar bobl-se.


O va Doue! Az pez soñj eus Tobija ha Samballad hervez ar pezh o deus graet, hag ivez eus Noadia ar brofedez hag eus ar brofeded all a glaske da'm spontañ.


Gouzout a rez n'on ket kablus, ha den ne c'hell va lemel eus da zorn.


Diskaret en deus va nerzh en hent, berraet en deus va deizioù.


AOTROU, az pez soñj ac'hanon ez madelezh e-keñver da bobl, laka da silvidigezh da zont din,


Pegeit e pado deizioù da servijer? Pegoulz e kasi da benn da varnedigezh war ar re a heskin ac'hanon?


Furchet ec'h eus va c'halon, va gweladennet ec'h eus en noz, va amprouet ec'h eus, ne gavez netra. Va c'homz n'eo ket aet en tu all da'm soñj.


AOTROU, selaou va fedenn ha ro da skouarn da'm c'hriadenn, na chom ket bouzar da'm daeroù! Rak un diavaeziad on ez ti, ur beajour evel va holl dadoù.


Doue, ha n'en dije ket enklasket, eñ hag a anavez traoù kuzhet ar c'halonoù?


hag e lavaras: O AOTROU, az pez soñj em eus kerzhet dirak da zremm gant fealded hag eeunded a galon, hag em eus graet ar pezh a zo dereat da'z taoulagad! Hag Ezekiaz a skuilhas daeroù e-leizh.


Met te, AOTROU, va anavezout ha va gwelout a rez, hag e furchez va c'halon ez keñver. Stlej anezho evel deñved a lazher, hag o c'hempenn evit deiz al lazhadeg.


Gwalleur din, o va mamm, dre ma ec'h eus va ganet evit bezañ un den a stourm hag un den a dabut d'an holl vro! Ne brestan netra, n'amprestan netra, ha koulskoude pep hini a villig ac'hanon.


Me a raio dit bezañ ur voger arem kreñvaet evit ar bobl-mañ. Ma reont brezel dit, ne drec'hint ket warnout, rak e vin ganit evit da saveteiñ ha da zieubiñ, eme an AOTROU.


Ha me ne'm eus ket nac'het bezañ mesaer war da lerc'h, ha ne'm eus ket c'hoantaet deiz ar gwalleur, gouzout a rez. Ar pezh a zo deuet eus va muzelloù a zo bet dirazout.


Ha te, AOTROU, te a anavez o holl guzulioù em enep evit va lakaat d'ar marv. Na c'holo ket o drougiezh ha na ziverk ket o fec'hed a-zirak da zremm, ra vint diskaret dirazout, gra en o enep en amzer da gounnar.


Met an AOTROU a zo ganin evel ur pennden galloudus ha spontus, setu perak e kouezho va heskinerien, ne drec'hint ket, ha dre ma n'o devo ket graet gant furnez, e vint mezhek, ruziañ a raint gant ur vezh peurbadus.


AOTROU an armeoù a amprou an den reizh, hag a ya betek al lounezhi hag ar galon. Gwelout a rin da veñjañs a-enep dezho, rak roet em eus dit va c'haoz.


Abaoe ma komzan, e laoskan kriadennoù, krial a ran feulster ha gwaskerezh, rak komz an AOTROU a zo troet evidon en dismegañs hag e goapaerezh a-hed an deiz.


Reiñ a ri dezho o gopr en-dro, AOTROU, hervez labour o daouarn.


Red war o lerc'h ez kounnar, o distrujañ a ri a-zindan an neñvoù, AOTROU.


Kasaet e viot gant an holl abalamour da’m anv, met an hini a gendalc’ho betek ar fin a vo salvet.


Ha piv bennak en devo kuitaet tiez, pe breudeur, pe c’hoarezed, pe tad, pe mamm, pe gwreg, pe bugale, pe douaroù, abalamour da’m anv, a resevo kant kemend all hag en devo ar vuhez peurbadus da hêrezh.


Kasaet e viot gant an holl abalamour da’m anv.


N’en em veñjit ket hoc’h-unan, re garet-mat, met lezit ar gounnar d’ober, rak skrivet eo: Din-me eo ar veñjañs, me eo a rento, eme an Aotrou.


Piv a zispartio ac’hanomp diouzh karantez Krist? Ha bez’ e vo an anken, ar glac’har, an heskinerezh, an naon, an noazhder, ar riskl, ar c’hleze?


Oc’h anavezout eta an doujañs a dleer d’an Aotrou, e kendrec’homp an dud. Doue a anavez ac’hanomp hag ec’h esperan ec’h anavezit ivez ac’hanomp en ho koustiañsoù.


Aleksandr, an hini a labour ar c’houevr, en deus graet kalz a zroug din. An Aotrou a rento dezhañ hervez e oberoù.


Neñv, en em laouena abalamour dezhi, kenkoulz ha c’hwi ebestel ha profeded santel. Rak Doue en deus graet warni barnedigezh hoc’h abeg.


Gant ur vouezh kreñv e krient o lavarout: Aotrou santel ha gwirion, pegeit e chomi hep barn hag hep veñjiñ hor gwad war ar re a chom war an douar?


Samzun a bedas an AOTROU hag a lavaras: Aotrou AOTROU, da bediñ a ran, az pez soñj ac'hanon! O Doue, ro din nerzh, ar wech-mañ hepken, ha ma tennin veñjañs eus ar Filistined evit koll va daoulagad.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos