An holl gedourien a zo dall, n'anavezont netra. Holl ez int chas mut na c'hellont ket harzhal, emaint o huñvreal en ur chom gourvezet, plijout a ra dezho morediñ.
Jeremiaz 14:13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Hag e lavaris: A! Aotrou AOTROU! Setu ar brofeded a lavar dezho: Ne welot ket ar c'hleze, n'ho po ket a naonegezh, met ur peoc'h gwirion a roin deoc'h el lec'h-mañ. |
An holl gedourien a zo dall, n'anavezont netra. Holl ez int chas mut na c'hellont ket harzhal, emaint o huñvreal en ur chom gourvezet, plijout a ra dezho morediñ.
Ha te Pashur, hag an holl re a zo o chom ez ti, a yelo d'an harlu. Mont a ri da Vabilon, hag eno e varvi, hag eno e vi sebeliet, te ha da holl vignoned, ma ec'h eus profedet dezho ar gaou.
Lavarout a reont hep paouez d'ar re am dispriz: An AOTROU en deus lavaret: Ar peoc'h ho po, ha d'an holl re a gerzh hervez kaleter o c'halon: Ne c'hoarvezo droug ebet ganeoc'h.
Pelec'h emañ ho profeded a brofede deoc'h o lavarout: Roue Babilon ne zeuio ket a-enep deoc'h, nag a-enep ar vro-mañ?
Hag em eus lavaret: A Aotrou AOTROU! E gwirionez ec'h eus touellet ar bobl-mañ ha Jeruzalem, o lavarout: Ar peoc'h ho po! Met ar c'hleze a zeu betek an ene.
Dinac'het o deus an AOTROU, hag o deus lavaret: N'eo ket eñ! An droug ne zeuio ket warnomp, ne welimp nag ar c'hleze nag ar gernez.
Ar brofeded a brofed gevier, an aberzhourien a ren drezo, ha va fobl he deus kavet plijadur e kement-se. Petra a reot pa zeuio an diwezh?
Louzaouet o deus gouli merc'h va fobl diwar skañv, en ur lavarout: Peoc'h! Peoc'h! Ha n'eus ket a beoc'h.
Louzaouet o deus gouli merc'h va fobl diwar skañv, en ur lavarout: Peoc'h! Peoc'h! Ha n'eus ket a beoc'h.
Dre ma hoc'h eus glac'haret gant ho kevier kalon an den reizh na'm eus ket tristaet, ha dre ma hoc'h eus kennerzhet daouarn an den drouk evit na zistroio ket eus e hent fall da gavout ar vuhez,
He fennoù a varn evit profoù, hec'h aberzhourien a gelenn evit ur gopr, he frofeded a ziougan evit arc'hant, hag en em harpont war an AOTROU o lavarout: Ha n'emañ ket an AOTROU en hon touez? Ar gwalleur ne zeuio ket warnomp!
Bez’ ez eus bet fals-profeded e-touez ar bobl, bez’ e vo ivez en ho touez fals-doktored a zegaso e kuzh sektennoù fall hag, o nac’hañ ar Mestr en deus o frenet, e tennint a-daol ar gollidigezh warno o-unan.