Jeremiaz 13:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Evel-henn e komz an AOTROU: Evel-se e vreinin lorc'h Juda ha lorc'h bras Jeruzalem. |
Klevet hon eus lorc'h Moab, lorc'hus-kenañ eo, e ourgouilh, e lorc'h, e rogentez, hag e gomzoù goullo.
AOTROU an armeoù eo an hini en deus divizet ar mennad-se, evit izelaat pep gloar lorc'hus, evit mezhekaat holl re vrasañ an douar.
da Jeruzalem ha da gêrioù Juda, d'he rouaned ha d'he friñsed, evit ober anezho ur rivin, ur glac'har, ur c'hoapadenn hag ur vallozh, evel ma weler hiziv,
Klevet hon eus lorc'h Moab, lorc'hus-tre eo, e rogentez, e lorc'h, e ourgouilh, e galon c'hwezet.
Deuet int da vezañ lorc'hus, ha graet o deus euzhuster dirazon. Evel-se em eus o distrujet pa em eus gwelet kement-se.
hag e frikin ourgouilh ho kalloud. Lakaat a rin ho neñv evel houarn hag ho touar evel arem.
Rak an AOTROU a adsav gloar Jakob, evel gloar Israel, dre m'o deus he skrapet ar skraperien, ha m'o deus distrujet o skodoù-gwini.
En deiz-se ne vi ken mezhek en abeg d'an holl oberoù ec'h eus pec'het drezo a-enep din; rak neuze e lamin eus da greiz an holl re a zo bet laouen gant da lorc'h, ha ne gendalc'hi ken da vezañ lorc'hus war venez va santelezh.
Me a lavar deoc’h, hemañ a zistroas reishaet d’e di kentoc’h eget egile. Rak piv bennak en em uhela a vo izelaet, hag an hini en em izela a vo uhelaet.
Er c’hontrol e ro ur c’hras vrasoc’h. Dre-se, ar Skritur a lavar: Doue a harp ouzh ar re ourgouilhus, met reiñ a ra gras d’ar re uvel.
En hevelep doare, tud yaouank, sentit ouzh an henaourien. En em wiskit a izelegezh, o plegañ holl an eil d’egile, rak: Doue a harp ouzh ar re ourgouilhus, met reiñ a ra gras d’ar re uvel.