Da noazhder a vo dizoloet, ha da vezh a vo gwelet. Me a denno veñjañs, ha n'espernin den.
Jeremiaz 13:26 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Me eta ivez a savo pastelloù da zilhad war da zremm, ha da vezh a vo diskouezet. |
Da noazhder a vo dizoloet, ha da vezh a vo gwelet. Me a denno veñjañs, ha n'espernin den.
Ha mar lavarez ez kalon: Perak e c'hoarvez ganin an traoù-se? En abeg da vraster da zireizhder eo adsavet pastelloù da zilhad ha gwallgaset da seulioù.
Met me am eus diwisket Ezaü ha dizoloet e lec'hioù kuzh, ne c'hello ket en em guzhat. E lignez, e vreudeur hag e amezeien a zo distrujet, ha n'emañ ken.
Jeruzalem he deus gwall bec'het, setu perak ez eo deuet da vezañ un heug. An holl re hec'h enore a zispriz anezhi, rak gwelet o deus he noazhder. Hi hec'h-unan a hirvoud hag a zistro he fenn.
setu, ma a zastumo da holl amourouzien, ma'c'h eus kavet plijadur ganto, an holl re ac'h eus karet hag an holl re ac'h eus kasaet, me a zastumo anezho a-enep dit a bep tu, hag e tizoloin da noazhder dirazo, hag e welint da noazhder.
Ober a raint ouzhit gant kasoni, tapout a raint frouezh da labour, hag e tilezint ac'hanout en noazh, noazh-bev. Dizoloet e vo noazhder da avoultriezh, da dorfedoù ha da c'hastaouerezh.
Ha bremañ e tizoloin he mezhegezh dirak daoulagad hec'h amourouzien, ha nikun n'he dieubo diouzh va dorn.
Distrujañ a rin he gwiniegi hag he gwez-fiez, he deus lavaret diouto: Ar re-se eo va gopr, o deus roet din va amourouzien. Me a droio anezho e koadeg, ha loened ar parkeier o debro.
Setu em eus droug ouzhit, eme AOTROU an armeoù, sevel a rin pleg da sae war da zremm, hag e tiskouezin da noazhder d'ar broadoù, ha da vezh d'ar rouantelezhioù.