Nahum 3:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
5 Setu em eus droug ouzhit, eme AOTROU an armeoù, sevel a rin pleg da sae war da zremm, hag e tiskouezin da noazhder d'ar broadoù, ha da vezh d'ar rouantelezhioù.
Ha mar lavarez ez kalon: Perak e c'hoarvez ganin an traoù-se? En abeg da vraster da zireizhder eo adsavet pastelloù da zilhad ha gwallgaset da seulioù.
setu, ma a zastumo da holl amourouzien, ma'c'h eus kavet plijadur ganto, an holl re ac'h eus karet hag an holl re ac'h eus kasaet, me a zastumo anezho a-enep dit a bep tu, hag e tizoloin da noazhder dirazo, hag e welint da noazhder.
Lavar da goadeg ar c'hreisteiz: Selaou komz an AOTROU: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Setu ez an da enaouiñ un tan en da ziabarzh, a zebro en da greiz pep gwezenn c'hlas ha pep gwezenn sec'h. Ar flamm o teviñ ne varvo ket, an holl ziwar c'horre a vo devet eus ar c'hreisteiz d'an hanternoz.
Hag e lakain va gwarizi a-enep dit, hag e raint dit gant fulor. Troc'hañ a raint dit da fri ha da zivskouarn, hag ar pezh vano ac'hanout a gouezho dre ar c'hleze, tapout a raint da vibien ha da verc'hed, hag ar pezh a vano ac'hanout a vo pulluc'het gant an tan.
Ober a raint ouzhit gant kasoni, tapout a raint frouezh da labour, hag e tilezint ac'hanout en noazh, noazh-bev. Dizoloet e vo noazhder da avoultriezh, da dorfedoù ha da c'hastaouerezh.
evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Setu em eus droug ouzhit, Tir, hag e lakain meur a vroad da bignat a-enep dit, evel ma laka ar mor e goummoù da bignat.
Setu em eus droug ouzhit, eme AOTROU an armeoù, lakaat a rin an tan ez kirri, hag ez aint e moged, ar c'hleze a lonko da leoned yaouank, tennañ a rin eus ar vro da breizh, ha ne vo ken klevet mouezh da gannaded.
Leuniet e vi a vezh, ha n'eo ket a c'hloar. Ev te ivez, hag en em zizolo! Hanaf dorn dehou an AOTROU a raio an dro betek ennout, hag an dismegañs a vo war da c'hloar!