Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Izaia 47:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

3 Da noazhder a vo dizoloet, ha da vezh a vo gwelet. Me a denno veñjañs, ha n'espernin den.

Ver Capítulo Copiar




Izaia 47:3
27 Referencias Cruzadas  

O daoulagad a voe digoret hag ec'h anavezjont e oant en noazh. Neuze e wrijont asambles delioù fiez hag en em rejont gourizoù.


evel-se roue Asiria a gaso gantañ sklaved eus Ejipt ha re zalc'het eus Etiopia, yaouank ha kozh, en noazh ha divotoù, gant o feskennoù dizolo, ur vezh evit an Ejipt.


an AOTROU a lakaio moal pennoù merc'hed Sion, an AOTROU a zizoloio o noazhder.


Lavarit d'ar re nec'het o c'halon: Bezit kadarn, n'ho pet ket aon, setu ho Toue, ar veñjañs a zeuio, daskor Doue; dont a raio e-unan hag e tieubo ac'hanoc'h.


Ha mar lavarez ez kalon: Perak e c'hoarvez ganin an traoù-se? En abeg da vraster da zireizhder eo adsavet pastelloù da zilhad ha gwallgaset da seulioù.


Me eta ivez a savo pastelloù da zilhad war da zremm, ha da vezh a vo diskouezet.


Lemmit ar biroù, kemerit ar skoedoù! An AOTROU en deus dihunet spered rouaned Media, dre ma fell dezhañ distrujañ Babilon, amañ emañ veñjañs an AOTROU, veñjañs e dempl.


Ra gouezhint ar c'hloazidi d'ar marv war zouar ar C'haldeiz, ha re doullet en he straedoù!


rak eo deuet an distrujer warni, war Vabilon, tapet eo he c’hadarnidi, torret eo o gwaregoù, an AOTROU eo Doue ar veñjañs, hag e roio da bep hini ar pezh a zo dleet dezhañ.


setu, ma a zastumo da holl amourouzien, ma'c'h eus kavet plijadur ganto, an holl re ac'h eus karet hag an holl re ac'h eus kasaet, me a zastumo anezho a-enep dit a bep tu, hag e tizoloin da noazhder dirazo, hag e welint da noazhder.


Setu em eus droug ouzhit, eme AOTROU an armeoù, sevel a rin pleg da sae war da zremm, hag e tiskouezin da noazhder d'ar broadoù, ha da vezh d'ar rouantelezhioù.


N’en em veñjit ket hoc’h-unan, re garet-mat, met lezit ar gounnar d’ober, rak skrivet eo: Din-me eo ar veñjañs, me eo a rento, eme an Aotrou.


Din-me eo ar veñjañs ha me a rento, pa vrañsello o zroad! Rak deiz o foanioù a zo tost, hag hastañ a ra an traoù a dle c'hoarvezout.


Ar gêr vras a voe lodennet e teir lodenn ha kêrioù ar broadoù a voe diskaret. Doue en doe soñj eus Babilon vras evit reiñ dezhi hanaf gwin e gounnar daer.


Neñv, en em laouena abalamour dezhi, kenkoulz ha c’hwi ebestel ha profeded santel. Rak Doue en deus graet warni barnedigezh hoc’h abeg.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos