Ha mar lavarez ez kalon: Perak e c'hoarvez ganin an traoù-se? En abeg da vraster da zireizhder eo adsavet pastelloù da zilhad ha gwallgaset da seulioù.
Kemeret ec'h eus diwar da zilhad, ha kinklet ec'h eus da uhellec'hioù gant livioù a bep seurt evit gastaouiñ eno, un dra ne oa ket c'hoarvezet ha ne c'hoarvezo ken.
Ha va bara am boa roet dit, ar flour bleud, an eoul hag ar mel a roen dit da zebriñ, ac'h eus kinniget evel un aberzh a c'hwezh dudius. Setu ar pezh a c'hoarvezas, eme an Aotrou AOTROU.
Ober a raint ouzhit gant kasoni, tapout a raint frouezh da labour, hag e tilezint ac'hanout en noazh, noazh-bev. Dizoloet e vo noazhder da avoultriezh, da dorfedoù ha da c'hastaouerezh.
Israel a zo ur winienn c'houllo a zoug kalz a frouezh evitañ e-unan. Hervez fonnuster e frouezh en deus lieskementet an aoterioù, hervez madelezh e zouar en deus kaeraet e beulioù.
gant aon n'he diwiskfen en noazh, ha na lakafen anezhi evel da zeiz he ganedigezh, ha n'he lakafen heñvel ouzh ur gouelec'h hag ouzh un douar kras, ha na rafen dezhi mervel gant ar sec'hed,
Ha nemorant Jakob a vo e-kreiz ar broadoù, e-touez pobloù niverus, evel ul leon e-touez loened ar goadeg, evel ul leon yaouank e-touez tropelloù deñved, a vac'h hag a ziframm pa dremen, ha den ne zieub.
Dre-se na varnit netra a-raok an amzer, betek ma teuio an Aotrou, a lakaio da vezañ sklaer an traoù kuzhet en deñvalijenn hag a ziskulio soñjoù ar c’halonoù. Neuze Doue a roio da bep hini e veuleudi.