Ha setu, astennet em eus va dorn a-enep dit, bihanaet em eus al lodenn merket dit, da zilezet em eus da youl ar re a gasa ac'hanout, merc'hed ar Filistined o deus mezh eus da hent fall.
Da lakaat a rin etre o daouarn, hag e tiskarint da dosennoù, hag e tisc'hraint da uhellec'hioù. Diwiskañ a raint da zilhad, lemel a raint kuit da draoù hollgaer, hag e vi lezet en noazh, noazh-bev.
Roue an hanternoz a zistroio hag a zastumo ur maread brasoc'h eget an hini kentañ, hag a-benn bloavezhioù, a-dra-sur ec'h addeuio gant un arme vras hag aveadurioù bras.
gant aon n'he diwiskfen en noazh, ha na lakafen anezhi evel da zeiz he ganedigezh, ha n'he lakafen heñvel ouzh ur gouelec'h hag ouzh un douar kras, ha na rafen dezhi mervel gant ar sec'hed,
Mar lavar Edom: Distrujet omp, met adsevel a raimp an dismantroù! Evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Sevel a raint, met me a ziskaro, hag e vint anvet: bro an drougiezh, ar bobl ma'z eo kounnaret an AOTROU en hec'h enep da viken.