Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Ozea 2:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

8 N'he deus ket anavezet e oa me a roe dezhi ar gwinizh hag ar gwin hag an eoul, hag a greske dezhi an arc'hant hag an aour, o deus graet ur Baal ganto.

Ver Capítulo Copiar




Ozea 2:8
27 Referencias Cruzadas  

AOTROU hon Doue, eus da zorn e teu an holl fonnusted-se hon eus kempennet evit sevel un ti da'z anv santel, ha pep tra a zo dit.


Serret en deus va hent, ha ne c'hellan ket tremen. Lakaet en deus teñvalijenn war va gwenodennoù.


An ejen a anavez e berc'henn, hag an azen kraou e vestr, met Israel n'en deus anaoudegezh ebet, va fobl n'he deus skiant ebet.


Skuilhañ a reont aour eus o yalc'h hag e pouezont arc'hant gant ar valañs, paeañ a reont un orfebour d'ober un doue, hag ec'h azeulont anezhañ hag e stouont dirazañ.


Ar vibien a zastum koad, an tadoù a enaou an tan, ar maouezed a vez an toaz, evit ober gwestell da rouanez an neñvoù hag evadkinnigoù da zoueoù estren, hag evit va imoriñ.


azezet ec'h eus war ur gwele pompadus, ma oa kempennet un daol dirazañ, ha lakaet ec'h eus va ezañs ha va eoul warni.


Ar roue Nebukadnezar a reas un delwenn aour, uhel a dri-ugent ilinad ha ledan a c'hwec'h ilinad. Hag e savas anezhi e plaenenn Dura, e proviñs Babilon.


Met en em uhelaet out a-enep Aotrou an neñvoù hag eo bet degaset dirazout listri ti Doue, evet hoc'h eus gwin enno, te, da re vras, da wragez ha da serc'hed. Meulet ec'h eus an doueoù aour, arc'hant, arem, houarn, koad ha mein, na welont ket, na glevont ket ha n'anavezont ket, ha ne'c'h eus ket roet gloar d'an Doue emañ en e zorn da c'hwezh ha da holl hentoù.


Israel a zo ur winienn c'houllo a zoug kalz a frouezh evitañ e-unan. Hervez fonnuster e frouezh en deus lieskementet an aoterioù, hervez madelezh e zouar en deus kaeraet e beulioù.


Pa gomze Efraim, an dud a grene, uhelsavet e oa en Israel, met eo en em rentet kablus dre Vaal, hag ez eo marv.


Ha bremañ e kendalc'hont da bec'hiñ, gant o arc'hant o deus graet skeudennoù teuzet, idoloù hervez o ijin ha n'int nemet labour a vicherourien. Diwar o fenn e lavaront: Ra boko d'al leueoù ar re a aberzh!


O mamm he deus gastaouet, an hini he deus o c'hoñsevet a zo en em dizenoret, rak lavaret he deus: Mont a rin war-lerc'h va amourouzien, a ro din va bara ha va dour, va gloan ha va lin, va eoul ha va evaj.


Gastaouerezh, gwin ha mezventi a lam kuit ar poell.


Graet o deus rouaned, met nann eus va ferzh, pennoù, met hep gouzout din. Graet o deus doueoù gant o arc'hant hag o aour, setu perak e vint lamet kuit.


Setu perak ec'h aberzh d'e roued hag e laka da vogediñ d'e lasoù, rak drezo eo druz e lodenn ha saourus e voued.


Un nebeud devezhioù goude, ar mab yaouankañ o vezañ dastumet kement en doa, a yeas d’ur vro bell hag a zispignas enni e vadoù o vevañ en diroll.


Evel na fellas ket dezho anavezout Doue, Doue en deus o laosket da soñjoù a fallentez en hevelep doare ma reont traoù dizellezek.


Az pez soñj eus an AOTROU da Zoue, rak eñ eo a roio dit an nerzh da brenañ madoù, evit kadarnaat an emglev en deus touet da'z tadoù, evel m'emañ hiziv.


Mont a rejont war ar maez da vendemiñ o gwini, da jaodriñ ha d'ober chervad. Neuze ez ejont da di o doue da zebriñ ha da evañ, hag e villigjont Abimelek.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos