Ozea 2:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned7 Redek a raio war-lerc'h hec'h amourouzien, met n'o zapo ket; o c'hlask a raio, met n'o c'havo ket. Neuze e lavaro: Mont a rin hag e tistroin da gavout va gwaz kentañ, rak neuze e oan eürusoc'h eget bremañ. Ver Capítulo |
Met a-dra-sur e raimp kement en deus disklêriet hor genoù: Ni a ginnigo ezañs da rouanez an neñvoù, ni a raio evadkinnigoù dezhi, evel hon eus graet, ni, hon tadoù, hor rouaned hag hor pennoù, e kêrioù Juda hag e straedoù Jeruzalem. Neuze hor boa hor gwalc'h a vara, eürus e oamp, ha ne welemp ket a walleur.
Kaset e voe kuit a-douez mibien an dud, e galon a zeuas da vezañ heñvel ouzh hini al loened, e chomlec'h a voe gant an ezen gouez, geot a vo roet dezhañ da zebriñ evel d'an ejened, glebiet e voe e gorf gant glizh an neñv, betek ma anavezas e ren an Doue Uhel-Meurbet war rouantelezh an dud, hag e ro anezhi d'an hini a fell dezhañ.