La Biblia Online

Anuncios


Toda la Biblia A.T. N.T.




Jeremiaz 13:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

Evel-henn en deus komzet an AOTROU ouzhin: Kae, pren dit ur gouriz lin, laka anezhañ war da zivgroazell, met na laka ket anezhañ en dour.

Ver Capítulo



Jeremiaz 13:1
9 Referencias Cruzadas  

Neuze an AOTROU a lavaras: Evel m'en deus kerzhet va servijer Izaia en noazh ha divotoù, ar pezh a zo un arouez hag ur merk a-enep Ejipt hag a-enep Etiopia evit tri bloavezh,


Rak evel ma vez staget ur gouriz ouzh divgroazell un den, evel-se em boa staget ouzhin holl di Israel hag holl di Juda, eme an AOTROU, evit ma vijent va fobl, va brud, va meuleudi ha va gloar. Met n'o deus ket selaouet ouzhin.


Sav ha diskenn da di ar poder, hag eno e rin dit klevout va c'homzoù.


Evel-henn e komz an AOTROU: Kae ha pren ur pod pri digant ur poder, ha kemer ganit henaourien ar bobl hag henaourien an aberzhourien,


Evel-henn en deus komzet an AOTROU ouzhin: Gra ereoù ha yevioù, laka anezho war da c'houzoug,


Kemer mein bras ez taouarn ha kuzh anezho e-barzh ar pri, en deolerezh a zo ouzh dor ti Faraon en Tapanez, dirak daoulagad ar Yuzevien.


Dont a reas d’hor c’havout, kemer a reas gouriz Paol hag, oc’h eren e zaouarn hag e zreid, e lavaras: Ar Spered-Santel a lavar kement-mañ: Ar Yuzevien a ereo en hevelep doare e Jeruzalem an den a zo ar c’houriz-mañ dezhañ, ha droukreiñ a raint anezhañ etre daouarn ar baganed.


Doue, goude bezañ gwechall komzet d’hon tadoù meur a wech hag e meur a zoare dre ar brofeded,