2 Hag e prenis ar gouriz hervez komz an AOTROU, hag e lakais anezhañ war va divgroazell.
Fiz en AOTROU eus da holl galon, ha n'en em harp ket war da boell,
en amzer-se e komzas an AOTROU dre Izaia mab Amoz o lavarout: Kae, distag ar sac'h diouzh da zivgroazell, lam da votoù eus da dreid. Hag evel-se e reas, o vont en noazh ha divotoù.
Komz an AOTROU a voe disklêriet din evit an eil gwech er gerioù-se:
Met te, mab an den, selaou ar pezh a lavaran dit, na vez ket disent evel an ti disent-mañ. Digor da c'henoù ha debr ar pezh a roan dit.
Yann a zouge ur sae a vlev kañval hag ur gouriz lêr en-dro d’e groazell. E voued a oa kilheien-raden ha mel gouez.
C’hwi a zo va mignoned, mar grit kement a c’hourc’hemennan deoc’h.