Neuze an AOTROU a lavaras: Evel m'en deus kerzhet va servijer Izaia en noazh ha divotoù, ar pezh a zo un arouez hag ur merk a-enep Ejipt hag a-enep Etiopia evit tri bloavezh,
Rak evel ma vez staget ur gouriz ouzh divgroazell un den, evel-se em boa staget ouzhin holl di Israel hag holl di Juda, eme an AOTROU, evit ma vijent va fobl, va brud, va meuleudi ha va gloar. Met n'o deus ket selaouet ouzhin.
Dont a reas d’hor c’havout, kemer a reas gouriz Paol hag, oc’h eren e zaouarn hag e zreid, e lavaras: Ar Spered-Santel a lavar kement-mañ: Ar Yuzevien a ereo en hevelep doare e Jeruzalem an den a zo ar c’houriz-mañ dezhañ, ha droukreiñ a raint anezhañ etre daouarn ar baganed.