3 Komz an AOTROU a voe disklêriet din evit an eil gwech er gerioù-se:
Hag e prenis ar gouriz hervez komz an AOTROU, hag e lakais anezhañ war va divgroazell.
Kemer ar gouriz ac'h eus prenet hag a zo war da zivgroazell, sav ha kae etrezek an Eufratez, hag eno e kuzhi anezhañ e faoutenn ur roc'h.
Neuze komz an AOTROU a voe disklêriet din er gerioù-se:
da Jeruzalem ha da gêrioù Juda, d'he rouaned ha d'he friñsed, evit ober anezho ur rivin, ur glac'har, ur c'hoapadenn hag ur vallozh, evel ma weler hiziv,