Kas a reas gantañ ivez ar bobl a oa enni, hag o lakaas da droc'hañ gant heskennoù, ogedoù-houarn ha bouc'hili-houarn, hag e reas dezho labourat d'ar forn-vrikennoù. Ober a reas evel-se da holl gêrioù mibien Ammon, ha David a zistroas da Jeruzalem gant an holl bobl.
hag e lakajont o buhez da vezañ c'hwerv dre ul labour start gant pri ha brik, ha dre bep seurt labourioù ar maezioù. Al labourioù-se a lakaent anezho d'ober gant krizderi.
Lavar dezho: Evel-henn e komz AOTROU an armeoù, Doue Israel: Setu e kasan da gerc'hat Nebukadnezar roue Babilon va servijer, hag e lakain e dron war ar vein-mañ am eus kuzhet, hag ec'h astenno e ballenn warno.
Evel-henn e komz an AOTROU: Setu ez an da lakaat Faraon Hofra roue an Ejipt etre daouarn e enebourien, etre daouarn ar re a glask e vuhez, evel ma em eus lakaet Sedesia roue Juda etre daouarn Nebukadnezar roue Babilon, e enebour a glaske e vuhez.
Dont a reas d’hor c’havout, kemer a reas gouriz Paol hag, oc’h eren e zaouarn hag e zreid, e lavaras: Ar Spered-Santel a lavar kement-mañ: Ar Yuzevien a ereo en hevelep doare e Jeruzalem an den a zo ar c’houriz-mañ dezhañ, ha droukreiñ a raint anezhañ etre daouarn ar baganed.
Un ael galloudek a gemeras ur maen evel ur maen-milin hag a daolas anezhañ er mor, o lavarout: Evel-se e vo taolet d’an traoñ gant buander Babilon, ar gêr vras, ha ne vo kavet ken.