Plantenn ebet eus ar parkeier ne oa c'hoazh war an douar ha geotenn ebet eus ar parkeier ne ziwane c'hoazh, rak an AOTROU Doue n'en doa ket lakaet ar glav da gouezhañ war an douar ha ne oa den ebet da labourat an douar,
Jeremiaz 10:13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Da drouz e vouezh, an doureier en em zastum en neñvoù. Lakaat a ra an aezhennoù da bignat eus penn an douar, ober a ra luc'hed ha glav, hag e tenn an avel eus e deñzorioù. |
Plantenn ebet eus ar parkeier ne oa c'hoazh war an douar ha geotenn ebet eus ar parkeier ne ziwane c'hoazh, rak an AOTROU Doue n'en doa ket lakaet ar glav da gouezhañ war an douar ha ne oa den ebet da labourat an douar,
Eus e chomlec'h uhel, e toura ar menezioù. An douar a zo leuniet gant frouezh da oberoù.
Eñ eo a laka an aezhennoù da sevel eus penn an douar, a ra al luc'hed hag ar glav, a denn an avel eus e deñzorioù.
Goleiñ a ra an neñvoù gant ar c'houmoul, kempenn a ra ar glav evit an douar, lakaat a ra ar geot da ziwanañ war ar menezioù,
Moizez a astennas eta e wialenn etrezek an neñvoù, hag an AOTROU a gasas tarzhioù-kurun ha grizilh, hag an tan a rede war an douar. An AOTROU a lakaas grizilh da gouezhañ war vro Ejipt.
E-touez idoloù aner ar broadoù, hag ez eus unan a rofe glav? Hag e c'hellfe an neñvoù reiñ glav munut? Ha n'eo ket te, AOTROU hon Doue? Emaomp en gortoz ac'hanout, rak te eo a ra an holl draoù-se.
Evel-se e rin d'al lec'h-mañ, eme an AOTROU, ha d'e dud, lakaat a rin ar gêr-mañ heñvel ouzh Tofed.
Ne lavaront ket en o c'halon: Doujomp eta an AOTROU hon Doue, eñ hag a ro glav ar c'hentañ hag an diwezhañ amzer, hag a vir evidomp ar sizhunioù merket evit an eost.
Da drouz e vouezh, an doureier en em zastum en neñvoù, hag e laka ur vrumenn da sevel eus pennoù an douar. Ober a ra al luc'hed hag ar glav, hag e tenn an avel eus e deñzorioù.
Rak setu amañ an hini a ra ar menezioù hag a grou an avel, a zisklêri d'an den pehini eo e soñj, a ra ar mintin hag an deñvalijenn, a gerzh war uhelderioù an douar: An AOTROU, Doue an armeoù, eo e anv.
Goulennit ar glav digant an AOTROU, glav an diwezhañ amzer. An AOTROU a raio al luc'hed hag a roio deoc'h ur glav fonnus, ha da bep hini geot en e bark.