Zakaria 10:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
1 Goulennit ar glav digant an AOTROU, glav an diwezhañ amzer. An AOTROU a raio al luc'hed hag a roio deoc'h ur glav fonnus, ha da bep hini geot en e bark.
Elia an Tishbiad, unan eus annezidi Galaad, a lavaras da Akab: Bev eo an AOTROU Doue Israel, en em zalc'han dirazañ! E-pad ar bloavezhioù-mañ ne vo na glizhenn na glav, nemet da'm c'homz.
Skuilhañ a rin doureier war an hini en deus sec'hed, ha stêrioù war an douar disec'h. Skuilhañ a rin va Spered war da lignez, ha va bennozh war da ziskennidi.
degas a rin anezhi en glac'har, ne vo ken troc'het na palaret, an drez hag ar spern a gresko enni, gourc'hemenn a rin d'ar c'houmoul, chom hep lezel ar glav da gouezhañ warni.
Da drouz e vouezh, an doureier en em zastum en neñvoù. Lakaat a ra an aezhennoù da bignat eus penn an douar, ober a ra luc'hed ha glav, hag e tenn an avel eus e deñzorioù.
E-touez idoloù aner ar broadoù, hag ez eus unan a rofe glav? Hag e c'hellfe an neñvoù reiñ glav munut? Ha n'eo ket te, AOTROU hon Doue? Emaomp en gortoz ac'hanout, rak te eo a ra an holl draoù-se.
Ne lavaront ket en o c'halon: Doujomp eta an AOTROU hon Doue, eñ hag a ro glav ar c'hentañ hag an diwezhañ amzer, hag a vir evidomp ar sizhunioù merket evit an eost.
Da drouz e vouezh, an doureier en em zastum en neñvoù, hag e laka ur vrumenn da sevel eus pennoù an douar. Ober a ra al luc'hed hag ar glav, hag e tenn an avel eus e deñzorioù.
Hadit hervez ar reizhder, medit hervez an drugarez, freuzit douaroù nevez, rak poent eo klask an AOTROU, betek ma teuio ha ma lakaio ar reizhder da c'hlaviañ warnoc'h.
Hag ec'h anavezimp an AOTROU, hag e kendalc'himp d'e anavezout. E zonedigezh en em gempenn evel gouloù-deiz, dont a raio d'hor c'havout evel glav an diwezhañ amzer a zoura an douar.
Dinac'het em eus ivez ar glav ouzhoc'h pa chome c'hoazh tri miz betek an eost. Lakaet em eus da c’hlavañ war ur gêr, ha ne'm eus ket lakaet da c’hlavañ war ur gêr all; ur park en deus bet glav, hag ur park all n'en deus ket bet glav hag en deus disec'het.
Ha nemorant Jakob a vo e-touez pobloù niverus, evel ur glizh a zeu a-berzh an AOTROU, evel takadennoù glav war ar geot, ha ne c'hortozont netra a-berzh an den ha ne esperont netra digant mibien an den.
Breudeur, gortozit gant pasianted donedigezh an Aotrou. Setu, al labourer-douar a c’hortoz gant pasianted frouezh prizius an douar, betek ma en devo resevet ar glav eus ar gentañ hag eus an diwezhañ amzer.