ne stoui ket dirazo ha ne serviji ket anezho, rak me eo an AOTROU da Zoue, un Doue gwarizius a gastiz direizhder an tadoù war ar vugale betek an trede hag ar pevare rumm eus ar re a gasa ac'hanon,
Sant Ian 9:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned E ziskibien a c’houlennas digantañ: Mestr, piv en deus pec’het, hemañ pe e dud, ma’z eo bet ganet dall? Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag he ziskibien a c’houlennaz diganthan: Mestr, piou hen deuz pec’het, pe an den‐man, pe he dad, pe he vam, pa’z eo deuet dall var an douar? |
ne stoui ket dirazo ha ne serviji ket anezho, rak me eo an AOTROU da Zoue, un Doue gwarizius a gastiz direizhder an tadoù war ar vugale betek an trede hag ar pevare rumm eus ar re a gasa ac'hanon,
Respont a rejont: Darn a lavar out Yann-Vadezour; darn all, Elia; darn all, Jeremia, pe unan ar brofeded.
karout a reont bezañ saludet war ar marc’hallac’hioù ha bezañ galvet gant an dud: Mestr, mestr.
Met c’hwi, na vezit ket galvet Rabbi, rak unan hepken eo ho Mestr, Krist, ha c’hwi holl a zo breudeur.
Jezuz, o respont, a lavaras dezho: Ha krediñ a rit e oa ar C’halileiz-se brasoc’h pec’herien eget an holl C’halileiz all, abalamour m’o deus gouzañvet kement-se?
Respont a rejont dezhañ: Te a zo bet ganet holl er pec’hed hag e kelennez ac’hanomp! Hag e kasjont anezhañ kuit.
Pa welas an annezerien al loen-se a-ispilh ouzh e zorn, e lavarjont an eil d’egile: E gwirionez an den-se a zo ur muntrer, peogwir, goude bezañ bet saveteet eus ar mor, ar Reizhder ne fell ket dezhañ e vevfe.