Sant Ian 9:17 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Lavarout a rejont c’hoazh d’an dall: Te, petra a lavarez eus an hini en deus digoret dit da zaoulagad? Eñ a lavaras: Ur profed eo. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Lavaret a rejont eta adare d’an dall: Ha te, petra a leverez‐te euz anezhan, pa hen deuz digoret d’id da zaou‐lagad? Hen a respontaz: Eur profet eo. |
Eñ a lavaras dezho: Petra? Int a respontas dezhañ: Ar pezh a zo c’hoarvezet gant Jezuz a Nazared, ur profed galloudek en oberoù hag e komzoù dirak Doue ha dirak an holl bobl,
An dud-se, o welout ar mirakl en doa Jezuz graet, a lavaras: Hemañ eo e gwirionez ar profed a dlee dont er bed.
Ar farizianed a c’houlennas eta digantañ ivez penaos en doa adkavet ar gweled. Eñ a lavaras dezho: Lakaet en deus fank din war va daoulagad, hag ez on en em walc’het, hag e welan.
penaos Doue en deus olevet gant ar Spered-Santel ha gant galloud Jezuz a Nazared, a yae a lec’h da lec’h oc’h ober vat hag o yac’haat ar re holl a oa mac’het gant an diaoul, abalamour ma oa Doue gantañ.
Tud eus Israel, klevit ar gerioù-mañ! Jezuz a Nazared, an den-se aprouet gant Doue en ho touez dre an oberoù a c’halloud, ar burzhudoù hag ar sinoù en deus graet Doue drezañ e-kreiz ac’hanoc’h, evel ma ouzoc’h hoc’h-unan,
An AOTROU da Zoue a savo dit eus da greiz, a-douez da vreudeur, ur profed eveldon, hag e selaouot anezhañ,