Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Ian 9:18 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

18 Koulskoude ar Yuzevien ne gredjont ket e oa bet an den-se dall hag e oa bet digoret e zaoulagad dezhañ, ken ma lakajont gervel e dud.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

18 Mes ar Judevien na gredjont ket e oa bet dall an den‐ze, hag hen doa kavet ar gwelet, ken ho doe galvet he dad hag he vam.

Ver Capítulo Copiar




Sant Ian 9:18
11 Referencias Cruzadas  

Lot a yeas hag a gomzas ouzh e vibien-kaer, ar re o doa kemeret e verc'hed, hag a lavaras: Savit, kit kuit eus al lec'h-mañ, rak emañ an AOTROU o vont da zistrujañ ar gêr. Met e vibien-kaer a gredas e rae goap.


AOTROU, da zorn a zo savet uhel, ne welont ket anezhañ, met mar gwelont da c'hred evit da bobl, neuze e vint mezhekaet, hag an tan miret evit da enebourien a lonko anezho.


Piv en deus kredet hor prezegenn? Da biv eo bet diskuliet brec'h an AOTROU?


Hag e lavaras dezhañ: Ma ne selaouont ket Moizez hag ar brofeded, ne gredint ket kennebeut ha pa adsavfe unan bennak a-douez ar re varv.


Setu amañ testeni Yann, pa gasas ar Yuzevien eus Jeruzalem beleien ha Levited da c’houlenn digantañ: Piv out-te?


Penaos e c’hellit krediñ, c’hwi hag a resev ho kloar an eil digant egile ha na glask ket ar gloar a zeu eus Doue hepken?


Hag e c’houlennjont diganto, o lavarout: Hag hennezh eo ho mab a lavarit eo bet ganet dall? Penaos eta e wel bremañ?


E dud a lavaras kement-se o vezañ m’o doa aon rak ar Yuzevien. Ar Yuzevien o doa dija lakaet penaos piv bennak a anavezje anezhañ evit ar C’hrist, a vije kaset kuit eus ar sinagogenn.


En em akedomp eta da antreal en diskuizh-se, gant aon na gouezhfe unan bennak en un hevelep diskredoni.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos