An AOTROU da Zoue a zo bev! N'eus na broad na rouantelezh ma n'en deus ket kaset va aotrou da'z klask. Ha pa veze lavaret: N'emañ ket amañ, e lakae da douiñ ar rouantelezh pe ar vroad na c'helled ket da gavout.
Sant Ian 8:21 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Neuze Jezuz a lavaras dezho c’hoazh: Mont a ran kuit hag e klaskot ac’hanon hag e varvot en ho pec’hed. Ne c’hellot ket dont e-lec’h ma’z an. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Jesus a lavaraz c’hoas dezhe: Mond a ran kuit, ha c’houi am c’hlasko, hag e varvot en ho pec’hed; ne hallit ket dond el leac’h ma’z an. |
An AOTROU da Zoue a zo bev! N'eus na broad na rouantelezh ma n'en deus ket kaset va aotrou da'z klask. Ha pa veze lavaret: N'emañ ket amañ, e lakae da douiñ ar rouantelezh pe ar vroad na c'helled ket da gavout.
An hini drouk a zo diskaret en e zrougiezh, met an den reizh en deus esperañs en e varv.
Ne vo ken eno ur bugel pe ur c'hozhiad n'en devo ket peurc'hraet e zeizioù, rak an hini a varvo oadet a gant vloaz a vo yaouank, met ar pec'her hag a vo oadet a gant vloaz a vo milliget.
rak me a lavar deoc’h, ne’m gwelot mui pelloc’h, betek ma lavarot: Benniget ra vo an hini a zeu en anv an Aotrou!
Neuze e lavaro d’ar re a vo a-gleiz dezhañ: Tec’hit diouzhin, tud villiget, it en tan peurbadus a zo bet kempennet evit an diaoul hag e aeled.
Neuze Jezuz a lavaras dezho: Ar sklêrijenn a zo c’hoazh ganeoc’h evit un nebeud amzer. Kerzhit e-pad m’hoc’h eus ar sklêrijenn, gant aon na zeufe an deñvalijenn d’ho soupren. An hini a gerzh en deñvalijenn ne oar ket pelec’h ez a.
Va bugale vihan, me a zo c’hoazh ganeoc’h evit un nebeud amzer. C’hwi am c’hlasko hag, evel ma em eus lavaret d’ar Yuzevien: Ne c’hellit ket dont e-lec’h ma’z an, deoc’h ivez en lavaran bremañ.
Klask a reot ac’hanon ha ne’m c’havot ket, ha c’hwi ne c’hellit ket dont e-lec’h ma’z on.
Petra eo ar pezh en deus lavaret: Klask a reot ac’hanon ha ne’m c’havot ket, ha c’hwi ne c’hellit ket dont e-lec’h ma’z on?
Setu perak em eus lavaret deoc’h e varvot en ho pec’hedoù, rak ma ne gredit ket emaon, e varvot en ho pec’hedoù.