Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Ian 8:21 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

21 Jesus a lavaraz c’hoas dezhe: Mond a ran kuit, ha c’houi am c’hlasko, hag e varvot en ho pec’hed; ne hallit ket dond el leac’h ma’z an.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

21 Neuze Jezuz a lavaras dezho c’hoazh: Mont a ran kuit hag e klaskot ac’hanon hag e varvot en ho pec’hed. Ne c’hellot ket dont e-lec’h ma’z an.

Ver Capítulo Copiar




Sant Ian 8:21
21 Referencias Cruzadas  

Rag hen lavaret a ran deoc’h, n’am gwelot mui, ken na lavarfot: Benniget ra vezo an hini a zeu en hano an Aotrou!


Neuze e lavaro ive d’ar re a vezo a‐gleiz: Tec’hit diouzin, tud milliget, hag it en tân eternel, a zo bet preparet evit an diaoul hag he elez;


Hag ar re‐man az ai kuit d’ar poaniou eternel; mes ar re just az ai er vuez eternel.


Hogen, kement‐se a lavare evit diskouez a be seurt maro e tlie mervel.


Jesus a lavaraz dezhe: Ar sclerijen a zo c’hoas ganeoc’h evit eun neubeud amzer; baleit e‐pad ma hoc’h euz ar sclerijen, gant aoun ne gouezfe an devalijen a‐daol var‐noc’h; rag an hini a vale en devalijen na oar ket pe leac’h ez a.


Va bugale vihan, evit eun neubeud amzer em oun c’hoas ganeoc’h; c’houi a glasko ac’hanoun, hag, evel ma em euz hen lavaret d’ar Judevien, hen lavaran deoc’h ive breman: Na hellit ket dond el leac’h ma’z an.


Va c’hlask a reot, ha n’em c’havot ket, hag el leac’h ma emoun, c’houi na hellit ket dont.


Petra a zinifi ar gomz‐man, hen deuz lavaret: Va c’hlask a reot, ha n’am c’havot ket, hag el leac’h ma emoun, c’houi na hellit ket dont?


Abalamour da ze em euz lavaret deoc’h e varvot en ho pec’hejou; rag mar na gredit ket ar pez ma’z oun, c’houi a varvo en ho pec’hejou.


C’houi ive a oa maro en ho kwallou hag en ho pec’hejou,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos