An hini drouk a dec'h hep ma'z eer den war e lerc'h, met an den reizh en deus fiziañs evel ul leon.
Sant Ian 7:26 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ha setu e komz frank ha ne lavaront netra dezhañ. Hag anavezet o defe ar mestroù ez eo e gwirionez ar C’hrist? Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ha setu hen o komz dirag an holl, ha ne leverer netra dezhan. Daoust hag ar chefou ho defe anavezet ez eo en gwirionez ar C’hrist? |
An hini drouk a dec'h hep ma'z eer den war e lerc'h, met an den reizh en deus fiziañs evel ul leon.
Ne zilezo ket ha ne blego ket, ken n'en devo lakaet ar varnedigezh war an douar; hag an inizi a zo en gortoz eus e lezenn.
Kas a rejont d’e gavout o diskibien gant an herodianed, da lavarout dezhañ: Mestr, gouzout a reomp penaos out gwirion ha penaos e kelennez hent Doue hervez ar wirionez, hep ober van eus den ebet, rak ne sellez ket ouzh diavaez an dud.
Met ar farizianed ha doktored al lezenn, o vezañ n’int ket bet badezet gantañ, o deus taolet diouto evit o c’holl bolontez Doue en o c’heñver.
Koulskoude, kalz e-touez ar re vras zoken a gredas ennañ, met n’anzavjont ket kement-se abalamour d’ar farizianed, gant aon da vezañ kaset kuit eus ar sinagogenn,
Jezuz a respontas dezhañ: Komzet em eus sklaer d’an dud. Atav em eus kelennet er sinagogenn hag en templ e-lec’h m’en em zastum ar Yuzevien, ha ne’m eus lavaret netra e-kuzh.
Deuit da welout un den en deus lavaret din kement am eus graet. Ha ne vefe ket eñ ar C’hrist?
Neuze hiniennoù eus Jeruzalem a lavaras: Ha n’eo ket an hini a glaskont da lakaat da vervel?
Met kalz eus ar bobl a gredas ennañ hag a lavaras: Pa zeuio ar C’hrist, hag ober a raio brasoc’h mirakloù eget ma ra hemañ?
Ha bez’ ez eus unan bennak eus ar mestroù pe eus ar farizianed hag en defe kredet ennañ?
E dud a lavaras kement-se o vezañ m’o doa aon rak ar Yuzevien. Ar Yuzevien o doa dija lakaet penaos piv bennak a anavezje anezhañ evit ar C’hrist, a vije kaset kuit eus ar sinagogenn.
O welout hardizhegezh Pêr ha Yann, hag o c’houzout e oant tud dizesk hag eus ar bobl izel, e voent souezhet. Anavezout a raent e oa bet ar re-se gant Jezuz.
hag an darn vrasañ eus ar vreudeur en Aotrou, o kemer kalon em ereoù, a gred disklêriañ ar ger gant muioc’h a hardizhegezh hag hep aon.