Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Ian 7:27 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

27 Koulskoude ni a oar a-belec’h eo hemañ, hogen pa zeuio ar C’hrist, den n’anavezo a-belec’h eo.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

27 Mes ni a oar a be leac’h e teu he‐man; e leac’h pa zeuio ar C’hrist, ne ouezo den euz a be leac’h eo.

Ver Capítulo Copiar




Sant Ian 7:27
14 Referencias Cruzadas  

Dont a raio eus kef Jese ur bount, ur vroustenn a gresko diwar e wrizioù.


Tennet eo bet eus ar wask hag eus ar varnedigezh, met piv a lavaro d'e rummad? Rak lamet eo bet kuit a-ziwar douar ar re vev, skoet eo bet evit drougoberoù va fobl.


Setu e teu an deizioù, eme an AOTROU, ma savin da Zavid un diwan reizh, a reno evel ur roue, a raio berzh, a raio hervez ar varnedigezh hag ar reizhder war an douar.


E renerien a vo kemeret en o zouez, hag e benn-bras a zeuio eus e greiz. Lakaat a rin anezhañ da dostaat, hag e teuio etrezek ennon. Rak piv eo an hini a lakaio, drezañ e-unan, e galon da dostaat ouzhin? eme an AOTROU.


Ha te, Betlehem Efrata, bihan e-touez milieroù Juda, ac'hanout eo e teuio din an hini a zle bezañ penn en Israel, an hini a zeu eus an amzerioù kentañ, a-dal an deizioù a-holl-viskoazh.


Ha n’eo ket eñ ar c’halvez, mab Mari, breur Jakez, Jozez, Jud ha Simon? E c’hoarezed, ha n’emaint ket amañ en hon touez? Hag e kavent tamall ennañ.


An holl a roas testeni dezhañ hag a voe souezhet eus ar c’homzoù a c’hras a zeue eus e c’henoù, hag e lavarjont: Ha n’eo ket hemañ mab Jozef?


Hag e lavarent: N’eo ket hemañ Jezuz mab Jozef, a anavezomp e dad hag e vamm? Penaos eta e lavar: Me a zo diskennet eus an neñv?


Ar Yuzevien a voe souezhet hag a lavaras: Penaos ec’h anavez an den-mañ ar Skriturioù, pa n’en deus ket o desket?


Ni a oar en deus Doue komzet ouzh Moizez, met hemañ, n’ouzomp ket a-belec’h eo.


E varnedigezh a zo bet dilamet en e izelded. Piv a c’hello kontañ e rumm? Rak e vuhez a zo bet lamet a-ziwar an douar.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos