Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Sant Ian 7:26 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

26 Ha setu hen o komz dirag an holl, ha ne leverer netra dezhan. Daoust hag ar chefou ho defe anavezet ez eo en gwirionez ar C’hrist?

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

26 Ha setu e komz frank ha ne lavaront netra dezhañ. Hag anavezet o defe ar mestroù ez eo e gwirionez ar C’hrist?

Ver Capítulo Copiar




Sant Ian 7:26
21 Referencias Cruzadas  

Hag e kasjont dezhan lod euz ho diskibien gant an Herodianed, pere a lavaraz dezhan: Mestr, gouzoud a reomp penaos ez oud gwirion, ha penaos e teskez hent Doue hervez ar wirionez, hep sourcial petra vez an den, rag na zellez ket ouz apparans an dud.


Neuze Pilat, o veza assamblet prinsed ar veleien, ar barnerien, hag ar bobl, a lavaraz dezhe:


Mes ar Farizianed ha doctored al lezen, o veza n’int ket bet badezet gant Ian, ho deuz taolet diouthe, evit ho brassa koll, ar volontez‐vad a Zoue en ho c’henver.


Koulskoude kalz, memeus euz ar re vrassa, a gredaz enhan; mes ne anzavent ket anezhan, gant aoun rag ar Farizianed, ha da veza taolet er meaz euz ar sinagog.


Jesus a respontaz dezhan: Komzet em euz sclear d’ar bed; kelennet em euz bepred er sinagog hag en templ, el leac’h m’en em zastum ar Judevien holl euz a bep leac’h, ha n’em euz lavaret netra en‐kuz.


Hogen e‐touez ar Farizianed e oa eun den hanvet Nicodem, unan euz ar re huella e‐touez ar Judevien.


Deuit da velet eun den hag hen deuz lavaret d’in‐me kement tra em euz great; daoust ha na vez ket hennes ar C’hrist?


Hag unan‐benag a dud Jerusalem a lavare: N’e ket he‐man eo an hini a oar o klask anezhan da lakaad d’ar maro?


Koulskoude kalz a‐douez ar bobl a gredaz enhan, hag a lavare: Pa zeui ar C’hrist, daoust hag hen a rai muioc’h a viraclou eged na ra he‐man?


Ha bez’ a zo unan‐benag euz ar chefou pe euz ar Farizianed hag hen defe credet enhan?


He dad hag he vam a lavaraz kement‐se, abalamour m’ho doa aoun rag ar Judevien; rag ar Judevien ho doa dija decidet, mar teuje unan‐benag da anzav e oa Jesus ar C’hrist, e vije taolet er meaz euz ar sinagog.


Pa veljont hardiegez Per ha Ian, hag o c’houzoud e oant tud heb diskamant, tud a‐douez ar bobl, e oant souezet, hag ec’h anavezent e oa bet ar re‐ze gant Jesus.


ha penaos an darn vraz euz ar breudeur en Aotrou, o veza bet rentet calounec dre va liammou, a gred prezeg ar gomz hardizoc’h, hag heb aoun.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos