Pe a vefe roet da un den na oar ket lenn, en ur lavarout dezhañ: Lenn kement-mañ! Hag a respontfe: N'ouzon ket lenn.
Sant Ian 7:15 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ar Yuzevien a voe souezhet hag a lavaras: Penaos ec’h anavez an den-mañ ar Skriturioù, pa n’en deus ket o desket? Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag ar Judevien a oa souezet braz, hag a lavare: Penaos ec’h hell an den‐ze anavezoud ar Scrituriou, pa n’hen deuz biskoas ho disket? |
Pe a vefe roet da un den na oar ket lenn, en ur lavarout dezhañ: Lenn kement-mañ! Hag a respontfe: N'ouzon ket lenn.
O vezañ deuet en e vro, e kelennas anezho en o sinagogenn, en hevelep doare ma oant souezhet ha ma lavarent: A-belec’h e teu dezhañ ar furnez hag ar mirakloù-se?
An holl a roas testeni dezhañ hag a voe souezhet eus ar c’homzoù a c’hras a zeue eus e c’henoù, hag e lavarjont: Ha n’eo ket hemañ mab Jozef?
Setu amañ testeni Yann, pa gasas ar Yuzevien eus Jeruzalem beleien ha Levited da c’houlenn digantañ: Piv out-te?
Evel ma komze evel-se evit e zifenn, Festuz a lavaras gant ur vouezh kreñv: Kollet ec’h eus da skiant, Paol! Da c’houiziegezh vras a laka ac’hanout da ziskiantañ!
O welout hardizhegezh Pêr ha Yann, hag o c’houzout e oant tud dizesk hag eus ar bobl izel, e voent souezhet. Anavezout a raent e oa bet ar re-se gant Jezuz.
Pa welas an holl re en doa e anavezet diagent e oa gant ar brofeded o profediñ, e lavaras an dud an eil d'egile: Petra eta a zo c'hoarvezet gant mab Kish? Hag emañ Saül ivez e-touez ar brofeded?