Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Samuel 10:11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

11 Pa welas an holl re en doa e anavezet diagent e oa gant ar brofeded o profediñ, e lavaras an dud an eil d'egile: Petra eta a zo c'hoarvezet gant mab Kish? Hag emañ Saül ivez e-touez ar brofeded?

Ver Capítulo Copiar




1 Samuel 10:11
10 Referencias Cruzadas  

Amoz a respontas da Amazia o lavarout: Ne oan na profed na mab profed, met ur mêsaer hag un dastumer fiez gouez;


an AOTROU en deus va c'hemeret a-drek an tropell, an AOTROU en deus lavaret din: Kae, diougan da'm fobl Israel.


Ar Yuzevien a voe souezhet hag a lavaras: Penaos ec’h anavez an den-mañ ar Skriturioù, pa n’en deus ket o desket?


Hag ec’h anavezjont e oa hennezh an hini a oa azezet ouzh Dor Gaer an templ evit goulenn an aluzen. Leuniet e voent a estlamm hag a souezh eus ar pezh a oa c’hoarvezet gantañ.


O welout hardizhegezh Pêr ha Yann, hag o c’houzout e oant tud dizesk hag eus ar bobl izel, e voent souezhet. Anavezout a raent e oa bet ar re-se gant Jezuz.


Ar re holl a gleve anezhañ a oa souezhet hag a lavare: Ha n’eo ket hemañ an hini a heskine e Jeruzalem ar re a c’halv an anv-se, ha ne oa ket deuet amañ a-ratozh evit o c’has ereet d’ar veleien vras?


Diwiskañ a reas ivez zoken e zilhad, hag e profedas, eñ ivez, dirak Samuel, hag en em daolas en noazh war an douar e-pad an deiz-se hag e-pad an noz-se. Setu perak e vez lavaret: Hag-eñ emañ Saül e-touez ar brofeded?


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos