Mont a reas da Najod e-kichen Rama, ha Spered Doue a voe ivez warnañ, hag e profedas en ur genderc'hel gant e hent, betek ma voe en em gavet e Najod e-kichen Rama.
Diwiskañ a reas ivez zoken e zilhad, hag e profedas, eñ ivez, dirak Samuel, hag en em daolas en noazh war an douar e-pad an deiz-se hag e-pad an noz-se. Setu perak e vez lavaret: Hag-eñ emañ Saül e-touez ar brofeded?