Setu ez an da gas va c'hannad, hag e kempenno an hent a-raok din. Hag a-daol-trumm ez aio en e dempl an AOTROU a glaskit, hag Ael an emglev a c'hoantait. Setu e teu, eme AOTROU an armeoù.
Sant Ian 7:14 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned War-dro hanter ar gouel, Jezuz a bignas d’an templ hag a gelennas. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Var‐dro hanter ar gouel, Jesus a bignaz d’an templ, hag en em lakaz da gelen. |
Setu ez an da gas va c'hannad, hag e kempenno an hent a-raok din. Hag a-daol-trumm ez aio en e dempl an AOTROU a glaskit, hag Ael an emglev a c'hoantait. Setu e teu, eme AOTROU an armeoù.
D'an eil deiz, e kinnigot daouzek kole yaouank, daou dourz, pevarzek oan disi eus ar bloaz,
Jezuz, o vezañ aet e templ Doue, a gasas kuit an holl re a werzhe hag a brene en templ. Hag e tiskaras taolioù an drokerien-arc’hant ha kadorioù ar varc’hadourien goulmed.
D’an ampoent-se Jezuz a lavaras d’ar vandenn-se: Deuet oc’h er-maez evel war-lerc’h ul laer, gant klezeier ha gant bizhier, evit kregiñ ennon. Bemdez e oan azezet en ho touez, o kelenn en templ, ha n’hoc’h eus ket va c’hemeret.
Hag e kelenne bemdez en templ. Ar veleien vras, ar skribed ha pennoù ar bobl a glaske e lakaat d’ar marv,
Jezuz a respontas dezhañ: Komzet em eus sklaer d’an dud. Atav em eus kelennet er sinagogenn hag en templ e-lec’h m’en em zastum ar Yuzevien, ha ne’m eus lavaret netra e-kuzh.
Goude-se, Jezuz a gavas anezhañ en templ hag a lavaras dezhañ: Setu, yac’haet out bet, na bec’h ken gant aon en em gavfe ganit un dra bennak gwashoc’h.
Neuze Jezuz, o kelenn en templ, a grias: C’hwi a anavez ac’hanon hag a oar a-belec’h ez on. N’on ket deuet ac’hanon va-unan, met an hini en deus va c’haset a zo gwirion ha n’anavezit ket anezhañ.
An deiz diwezhañ eus ar gouel bras, Jezuz a savas hag a grias: Mar en deus unan bennak sec’hed, ra zeuio da’m c’havout ha ra evo.
Da c’houloù-deiz e tistroas adarre d’an templ hag an holl bobl a zeuas d’e gavout. O vezañ azezet e kelennas anezho.
Jezuz a lavaras ar gerioù-mañ el lec’h ma oa an teñzor, o kelenn en templ. Ha den ne grogas ennañ, rak e eur ne oa ket deuet c’hoazh.