Meulet e vi ganin er vodadeg vras; peurober a rin va gouestloù dirak ar re a zouj ac'hanout.
Sant Ian 6:54 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned An hini a zebr va c’hig hag a ev va gwad en deus ar vuhez peurbadus, hag ec’h adsavin anezhañ a varv d’an deiz diwezhañ. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) An hini a zebr va c’hig hag a ev va goad, hen deuz ar vuez eternel; ha me hen resussito en deiz diveza. |
Meulet e vi ganin er vodadeg vras; peurober a rin va gouestloù dirak ar re a zouj ac'hanout.
met an hini a evo eus an dour a roin dezhañ n’en devo biken mui sec’hed, hag an dour a roin dezhañ a zeuio ennañ ur vammenn-dour a strinko evit ar vuhez peurbadus.
Na labourit ket evit ar boued a ya da goll, met evit an hini a chom betek ar vuhez peurbadus hag a vo roet deoc’h gant Mab an den. Rak Doue an Tad en deus e verket gant e siell.
E gwirionez, e gwirionez, ma a lavar deoc’h, an hini a gred ennon en deus ar vuhez peurbadus.
Ar Spered eo a ro buhez, ar c’hig ne servij da netra. Ar gerioù a lavaran deoc’h a zo spered ha buhez.
Kroazstaget on bet asambles gant Krist ha, mar bevan, n’eo ket me ken a vev met Krist eo a vev ennon. Mar bevan c’hoazh er c’hig, e vevan dre ar feiz e Mab Doue en deus va c’haret hag a zo en em roet e-unan evidon.