Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Ian 6:63 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

63 Ar Spered eo a ro buhez, ar c’hig ne servij da netra. Ar gerioù a lavaran deoc’h a zo spered ha buhez.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

63 Ar spered eo a ro buez; ar c’hig na zervich da netra. Ar c’homzou a lavaran a zo spered ha buez.

Ver Capítulo Copiar




Sant Ian 6:63
31 Referencias Cruzadas  

Neuze an AOTROU Doue a stummas an den eus poultrenn an douar hag a c'hwezhas en e zivfron ur c'hwezhadenn a vuhez. Hag an den a zeuas da vezañ un ene bev.


Diskuliadur da gomzoù a ro sklêrijenn, reiñ a ra skiant d'ar re zinerzh.


Houmañ eo va frealz em foan, ma ro da c'her ar vuhez din.


Biken n'ankounac'hain da gemennadurioù, rak drezo eo ec'h eus roet ar vuhez din.


Stag ouzh ar gelennadurezh, na laosk ket anezhi, mir anezhi, rak da vuhez eo.


Rak, evel ma adsav a varv an Tad hag e ro ar vuhez, evel-se ivez ar Mab a ro ar vuhez d’ar re a fell dezhañ.


Simon-Pêr a respontas dezhañ: Aotrou, da biv ez afemp? Te ac’h eus gerioù ar vuhez peurbadus,


It, en em zalc’hit e-barzh an templ ha disklêriit d’ar bobl holl c’herioù ar vuhez-mañ.


Ar feiz a zeu eta eus ar pezh a glever, hag ar pezh a glever a zeu eus ger Doue.


Gwir eo ez eo an amdroc’h talvoudek mar virez al lezenn, met mar d-out un torrer eus al lezenn, da amdroc’h a zeu da vezañ diamdroc’h.


Rak lezenn ar Spered a vuhez a zo e Jezuz-Krist en deus va dieubet eus lezenn ar pec’hed hag ar marv.


hervez ma’z eo skrivet: An den kentañ, Adam, a zo deuet da vezañ un ene bev, met an Adam diwezhañ, ur Spered a ro buhez.


Mar bevomp dre ar Spered, kerzhomp ivez dre ar Spered.


Rak e Jezuz-Krist an amdroc’h ne servij da netra, nag an diamdroc’h, met ar feiz o labourat dre ar garantez.


Rak e Jezuz-Krist an amdroc’h hag an diamdroc’h n’int netra, met ret eo bezañ ur grouadenn nevez.


Rak n'int ket komzoù didalvez evidoc'h, met ho puhez eo; dre ar c'homzoù-mañ ec'h hiraiot ho teizioù er vro ma'z eot da berc'hennañ, o tremen ar Jordan.


Setu perak ne baouezomp ket da drugarekaat Doue evidoc’h rak, pa hoc’h eus resevet ger Doue disklêriet deoc’h ganeomp, hoc’h eus e zegemeret nann evel ger an dud, met evel ma’z eo e gwirionez, evel ger Doue. Hag e labour gant nerzh ennoc’h-c’hwi ar re a gred.


rak embreg ar c’horf a zo mat da nebeut a dra, met doujañs-Doue a zo talvoudek d’an holl draoù, o kaout ar bromesa eus ar vuhez a-vremañ hag eus an hini da zont.


N’en em lezit ket da vezañ stlejet dre gelennadurezhioù a bep seurt hag estren, rak mat eo e vefe ar galon nerzhet gant ar c’hras ha nann gant bouedoù n’o deus servijet da netra d’ar re staget outo.


Rak ger Doue a zo bev ha nerzhus, lemmoc’h eget kleze a zaou droc’h ebet, o treuziñ betek disparti an ene diouzh ar spered, ar juntoù diouzh ar mel, hag o merzhout soñjezonoù ha mennadoù ar galon.


Hor c’hrouet en deus hervez e volontez gant ger ar wirionez, evit ma vijemp evel ar c’hentañ frouezh eus e grouadurien.


o vezañ bet eil-c’hanet nann dre un had breinus met dre un had divreinus, dre c’her Doue a vev hag a chom da viken.


Rak Krist ivez en deus gouzañvet ur wech evit ar pec’hedoù, eñ reizh evit ar re zireizh, evit hon degas da Zoue. Lakaet eo bet d’ar marv er c’hig, met bevaet hervez ar Spered,


Hag ar skeudenn a gement-se, ar vadeziant, nann an hini a lam kuit saotroù ar c’horf met ar c’hoant start eus ur goustiañs vat dirak Doue, a zeu d’hor saveteiñ bremañ dre adsavidigezh Jezuz-Krist a varv.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos