hag a lavaras: Me a lavar deoc’h e gwirionez, penaos ma ne zistroit ket ha ma ne zeuit ket heñvel ouzh bugale vihan, ne d-eot ket e rouantelezh an neñvoù.
Sant Ian 6:53 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Neuze Jezuz a lavaras dezho: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc’h, ma ne zebrit ket kig Mab an den ha ma n’evit ket e wad, n’hoc’h eus ket ar vuhez ennoc’h hoc’h-unan. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Jesus a lavaraz dezhe: E gwirionez, e gwirionez hen lavaran deoc’h: Ma na zebrit ket kig Mab an den, ha ma na efit ket he voad, n’ho pezo ket ar vuez enoc’h hoc’h‐unan. |
hag a lavaras: Me a lavar deoc’h e gwirionez, penaos ma ne zistroit ket ha ma ne zeuit ket heñvel ouzh bugale vihan, ne d-eot ket e rouantelezh an neñvoù.
Rak, me a lavar deoc’h e gwirionez, betek ma tremeno an neñv hag an douar, ne dremeno ket eus al lezenn un iota pe ur poentig a lizherenn, ken na vo peurc’hraet holl.
Jezuz a lavaras dezhañ: Al lern o deus toulloù ha laboused an neñv neizhioù, met Mab an den n’en deus lec’h ebet evit harpañ e benn.
Pêr a lavaras dezhañ: Biken ne walc’hi va zreid din. Jezuz a respontas dezhañ: Ma ne walc’han ket ac’hanout, ne’c’h eus ket lod ganin.
Chomit ennon ha me ennoc’h. Evel na c’hell ket ar brank dougen frouezh anezhañ e-unan ma ne chom ket stag ouzh ar winienn, c’hwi ne c’hellit ket kennebeut ma ne chomit ket ennon.
Jezuz a respontas dezhañ: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar dit, ma ne vez ket ganet un den eus an nec’h, ne c’hell ket gwelout rouantelezh Doue.
An hini a gred er Mab en deus ar vuhez peurbadus, met an hini na sent ket ouzh ar Mab ne welo ket ar vuhez, met fulor Doue a chom warnañ.
Jezuz a respontas: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar dit, ma ne vez ket un den ganet a zour hag a Spered, ne c’hell ket mont e rouantelezh Doue.
E gwirionez, e gwirionez, ma a lavar deoc’h, an hini a gred ennon en deus ar vuhez peurbadus.
Me eo ar bara bev a zo diskennet eus an neñv. Mar debr unan bennak eus ar bara-mañ, e vevo da viken. Hag ar bara a roin eo va c’hig, a roin evit buhez ar bed.
An neb en deus ar Mab en deus ar vuhez. An neb n’en deus ket Mab Doue n’en deus ket ar vuhez.
An neb en deus divskouarn, ra glevo ar pezh a lavar ar Spered d’an Ilizoù. D’an hini a drec’ho e roin da zebriñ eus ar mann kuzhet hag e roin dezhañ ur maen gwenn, ha war ar maen-se e vo skrivet un anv nevez n’eo anavezet gant den, nemet gant an hini a resev anezhañ.
An neb en deus divskouarn, ra glevo ar pezh a lavar ar Spered d’an Ilizoù. D’an hini a drec’ho me a roio da zebriñ eus ar wezenn a vuhez a zo e-kreiz baradoz Doue.