Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Sant Ian 6:53 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

53 Jesus a lavaraz dezhe: E gwirionez, e gwirionez hen lavaran deoc’h: Ma na zebrit ket kig Mab an den, ha ma na efit ket he voad, n’ho pezo ket ar vuez enoc’h hoc’h‐unan.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

53 Neuze Jezuz a lavaras dezho: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc’h, ma ne zebrit ket kig Mab an den ha ma n’evit ket e wad, n’hoc’h eus ket ar vuhez ennoc’h hoc’h-unan.

Ver Capítulo Copiar




Sant Ian 6:53
19 Referencias Cruzadas  

E gwirionez hen lavaran deoc’h, ma n’en em gonvertissit ket, ha ma ne deuit da veza henvel ouz bugale vihan, ne antreot ket en rouantelez an envou.


Rag e gwirionez hen lavaran deoc’h, bete ma vezo tremenet an env hag an douar, na dremeno euz al lezen eur iota hep‐ken pe eur poentic euz a eul lizeren, ken na vezo accomplisset holl.


Ha Jesus a lavaraz dezhan: Al lern ho deuz toullou, ha lapoused an env neiziou; mes Mab an den n’hen deuz ket a leac’h evit harpa he ben.


Nann, a lavaran deoc’h; mes mar n’en em gonvertissit ket, c’houi a berisso holl er memeus doare.


Nann, a lavaran deoc’h; mes mar n’en em gonvertissit ket, c’houi a berisso holl er memeus doare.


Per a lavaraz dezhan: Biken na walc’hi va zreid d’in. Jesus a respontaz dezhan: Ma na walc’han ket ac’hanoud, n’ez pezo ket a lod ganen.


Choumit enoun, ha me a choumo enoc’h. Evel na hell ket ar branc dougen frouez anezhan he‐unan, ma na choum ket stag ouz ar c’hef, evel‐se c’houi na hellit ket ken neubeud, ma na choumit ket enoun.


Jesus a respontaz dezhan: E gwirionez, e gwirionez hen lavaran d’id, ma ne deu eun den da c’henel a‐nevez, na hell ket gwelet rouantelez Doue.


An hini a gred er Mab hen deuz ar vuez eternel; mes an hini na zent ket ouz ar Mab na velo ket ar vuez, mes coler Doue a choum varnezhan.


Jesus a respontaz: E gwirionez, e gwirionez hen lavaran d’id, ma ne deu eun den da c’henel euz an dour hag euz ar Spered, na hell ket antreal en rouantelez Doue.


E gwirionez, e gwirionez hen lavaran deoc’h: An hini a gred enoun hen deuz ar vuez eternel.


Me eo ar bara beo a zo diskennet euz an env; mar deu unan‐benag da zebri euz ar bara‐man, e vevo da viken; hag ar bara a roin‐me, eo va c’hig. Hen rei a rin evit buez ar bed.


Rag va c’hig a zo en gwirionez eur vagadurez, ha va goad a zo en gwirionez eun evach.


Petra eta a lavarot‐hu mar gwelit Mab an den o pignad el leac’h ma oa diagent?


An neb hen deuz ar Mab, hen deuz ar vuez; an neb n’hen deuz ket Mab Doue, n’hen deuz ket ar vuez.


Ra zeui an hini hen deuz diou‐skouarn, da zelaou ar pez a lavar ar Spered d’an Ilizou: D’an hini a drec’ho, me a roio dezhan da zebri euz ar mann kuzet; hag e roin dezhan eur vilien venn, ha var ar vilien‐ze e vezo scrivet eun hano nevez, ha n’eo anavezet gant den e‐bed, nemed gant an hini a receo anezhan.


Ra zeui an hini hen deuz diou‐skouarn, de zelaou ar pez a lavar ar Spered d’an Ilizou: D’an hini a vezo treac’h, me a roio dezhan da zebri euz ar vezen a vuez, pehini a zo e‐kreiz barados Doue.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos