Ha n’eo ket eñ ar c’halvez, mab Mari, breur Jakez, Jozez, Jud ha Simon? E c’hoarezed, ha n’emaint ket amañ en hon touez? Hag e kavent tamall ennañ.
Sant Ian 6:42 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Hag e lavarent: N’eo ket hemañ Jezuz mab Jozef, a anavezomp e dad hag e vamm? Penaos eta e lavar: Me a zo diskennet eus an neñv? Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag e lavarent: Ha n’e ket hennes eo Jesus, mab Josef, a behini ec’h anavezomp an tad hag ar vam? Penaos eta ec’h hell lavaret: Me a zo diskennet euz an env? |
Ha n’eo ket eñ ar c’halvez, mab Mari, breur Jakez, Jozez, Jud ha Simon? E c’hoarezed, ha n’emaint ket amañ en hon touez? Hag e kavent tamall ennañ.
An holl a roas testeni dezhañ hag a voe souezhet eus ar c’homzoù a c’hras a zeue eus e c’henoù, hag e lavarjont: Ha n’eo ket hemañ mab Jozef?
Filip a gavas Natanael hag a lavaras dezhañ: Kavet hon eus an hini a zo bet skrivet diwar e benn gant Moizez el lezenn ha gant ar brofeded: Jezuz mab Jozef, eus Nazared.
Den n’eo pignet en neñv, nemet an hini a zo diskennet eus an neñv, Mab an den a zo en neñv.
rak diskennet on eus an neñv nann evit ober va bolontez, met bolontez an hini en deus va c’haset.
a zo deuet eus lignez an tadoù, ha diouto eo deuet Krist hervez ar c’hig, an hini a zo Doue dreist an holl draoù, benniget da virviken. Amen.
An den kentañ, o vezañ eus an douar, a zo douarel, an eil den, an Aotrou, a zeu eus an neñv.
Met pa’z eo deuet an amzerioù merket, Doue en deus kaset e Vab, ganet eus ur wreg, ganet dindan al lezenn,