N'o devo ken naon, n'o devo ken sec'hed, an tommder hag an heol ne skoint ken warno, rak an hini en deus truez outo a reno anezho, hag o degaso d'ar mammennoù dour.
Sant Ian 6:35 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Jezuz a lavaras dezho: Me eo ar bara a vuhez. An hini a zeuio da’m c’havout n’en devo biken naon, hag an hini a gred ennon n’en devo biken sec’hed. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ha Jesus a respontaz dezhe: Me eo ar bara a vuez; an hini a zeu d’am c’havout, n’hen devezo biken naoun, hag an hini a gred enoun n’hen devezo biken sec’hed. |
N'o devo ken naon, n'o devo ken sec'hed, an tommder hag an heol ne skoint ken warno, rak an hini en deus truez outo a reno anezho, hag o degaso d'ar mammennoù dour.
Gwalleur deoc’h, tud leuniet! rak c’hwi ho po naon. Gwalleur deoc’h, ar re a c’hoarzh bremañ! Rak c’hwi en em c’hlac’haro hag a ouelo.
Ar wreg a lavaras dezhañ: Aotrou, ro din eus an dour-se, evit na’m bo ken sec’hed ha na zeuin ken da dennañ dour amañ.
Kement a roio an Tad din a zeuio da’m c’havout, ha ne lakain ket er-maez an hini a zeuio da’m c’havout,
Neuze ar Yuzevien a c’hrozmolas diwar e benn dre m’en doa lavaret: Me eo ar bara diskennet eus an neñv.
Hag e lavaras: Setu perak em eus lavaret deoc’h penaos den ne c’hell dont da’m c’havout, ma n’eo ket roet kement-se dezhañ gant va Zad.
Ar Spered hag ar bried a lavar: Deus. Ra lavaro an hini a glev: Deus. Ra zeuio an hini en deus sec’hed. Ra gemero dour a vuhez evit netra an hini a fell dezhañ.