Hag e roas en deiz-se un arouez o lavarout: Setu un arouez ez eo an AOTROU en deus komzet: Setu, an aoter a faouto, hag al ludu a zo warni a vo skuilhet.
Sant Ian 6:30 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Neuze e lavarjont dezhañ: Peseurt mirakl a rez eta evit m’en gwelimp ha ma kredimp ennout? Peseurt oberenn a rez? Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Neuze e leverjont dezhan: Pe seurt miracl a rez‐te eta evit ma her gwelimp, ha ma credimp enoud? Pe seurt œuvr a rez‐te? |
Hag e roas en deiz-se un arouez o lavarout: Setu un arouez ez eo an AOTROU en deus komzet: Setu, an aoter a faouto, hag al ludu a zo warni a vo skuilhet.
An aoter a faoutas, hag al ludu a oa warni a voe skuilhet, hervez an arouez en doa roet an den Doue a-berzh komz an AOTROU.
Hag e c'hoarvezo ma ne gredont ket ennout ha ma ne sentont ket ouzh mouezh ar sin kentañ, e kredint e mouezh ar sin diwezhañ.
Pa gomzo Faraon ouzhoc'h ha pa lavaro: Grit ur mirakl! Neuze e lavari da Aaron: Kemer da wialenn ha taol anezhi dirak Faraon, hag e teuio da vezañ un naer.
hag a lavar: Ra hasto, ra vuanaio e oberenn, evit ma welimp anezhi! Ra dostaio, ra zeuio mennad Sant Israel, evit ma'c'h anavezimp anezhañ!
Ra ziskenno ar C’hrist, roue Israel, bremañ eus ar groaz, abalamour deomp d’e welout ha ma kredimp. Hag ar re a oa kroazstaget gantañ a lavare ivez dismegañsoù dezhañ.
Ar farizianed a zeuas hag en em lakaas da riotal anezhañ, o c’houlenn digantañ, evit e demptañ, ur mirakl eus an neñv.
Met mar o gran, ha pa ne gredfec’h ket ac’hanon, kredit da’m oberoù, evit ma’c’h anavezot ha ma kredot ez eo an Tad ennon hag ez on ennañ.
Neuze ar Yuzevien, o kemer ar gomz, a lavaras dezhañ: Peseurt mirakl e tiskouezez deomp evit ober kement-se?
An dud-se, o welout ar mirakl en doa Jezuz graet, a lavaras: Hemañ eo e gwirionez ar profed a dlee dont er bed.
oc’h astenn da zorn da yac’haat, evit ma vo graet mirakloù ha burzhudoù dre anv da servijer santel Jezuz.
Doue o nerzhañ o zesteni dre sinoù ha burzhudoù, dre veur a virakl ha donezonoù ar Spered-Santel hervez e volontez?