Hag e roas en deiz-se un arouez o lavarout: Setu un arouez ez eo an AOTROU en deus komzet: Setu, an aoter a faouto, hag al ludu a zo warni a vo skuilhet.
Pa glevas ar roue komzoù an den Doue a grie a-enep aoter Betel, Jeroboam a astennas e zorn dreist an aoter o lavarout: Krogit ennañ! Hag an dorn en doa astennet etrezek ennañ a zeuas disec'het, ha ne oa ket evit e zistreiñ d'e gavout.
Hag e stagas da gomz ar roue o lavarout d'an den Doue: Galv, mar plij, an AOTROU da Zoue, ha ped evidon evit ma c'hello va dorn dont en-dro din. Hag an den Doue a c'halvas an AOTROU, ha dorn ar roue a c'hellas distreiñ dezhañ, evel ma voe diagent.
Hag en deiz-se ar stourm a voe garv. Ar roue a chomas en e garr, a-dal d'ar Siriz, hag e varvas d'an abardaez. Gwad e c'houli a redas e foñs ar c'harr.
Pa gomzo ur profed en anv an AOTROU, ha na vo ket ar pezh an devo lavaret, na c'hoarvezo ket, kement-se a vo ur gomz n'en devo ket lavaret an AOTROU. Ar profed en devo komzet gant rogoni; na'z po ket aon outañ.