1 Rouaned 13:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
3 Hag e roas en deiz-se un arouez o lavarout: Setu un arouez ez eo an AOTROU en deus komzet: Setu, an aoter a faouto, hag al ludu a zo warni a vo skuilhet.
Pa glevas ar roue komzoù an den Doue a grie a-enep aoter Betel, Jeroboam a astennas e zorn dreist an aoter o lavarout: Krogit ennañ! Hag an dorn en doa astennet etrezek ennañ a zeuas disec'het, ha ne oa ket evit e zistreiñ d'e gavout.
Moizez hag Aaron a zeuas eta da gavout Faraon hag a reas evel-se, evel m'en doa gourc'hemennet an AOTROU dezho. Aaron a daolas e wialenn dirak Faraon ha dirak e servijerien, hag e teuas da vezañ un naer.
Ha kement-mañ a servijo da arouez deoc'h, eme an AOTROU, ma kastizin ac'hanoc'h el lec'h-mañ, evit ma ouiot e vo sevenet a-dra-sur va c'homzoù evit ho kwalleur.