Ne c'hoarvezo ket e ri un hevelep tra, ma lakafes da vervel an den reizh gant an den fallakr, e doare ma vefe kemeret an den reizh evel an den fallakr. Nann, ne ri ket! An hini a varn an douar holl, ha ne raio ket hervez ar reizhder?
Sant Ian 5:30 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ne c’hellan ober netra ac’hanon va-unan, barn a ran diouzh ma klevan, ha va barn a zo reizh, rak ne glaskan ket va bolontez met bolontez an Tad en deus va c’haset. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Na hellan ober netra ac’hanoun va‐unan, diouz ma klevan e varnan, ha va barnedigez a zo just, rag na glaskan ket va bolontez va‐unan, mes bolontez an Tad pehini hen deuz va digasset. |
Ne c'hoarvezo ket e ri un hevelep tra, ma lakafes da vervel an den reizh gant an den fallakr, e doare ma vefe kemeret an den reizh evel an den fallakr. Nann, ne ri ket! An hini a varn an douar holl, ha ne raio ket hervez ar reizhder?
dirak an AOTROU! Rak dont a ra, dont a ra da varn an douar. Barn a raio ar bed gant reizhder, hag ar pobloù hervez e wirionez.
ur spered a varnedigezh evit an hini a zo azezet war gador ar varnedigezh, hag un nerzh evit ar re a gas en-dro an enebour o stourm outo ouzh an nor.
An AOTROU en deus tennet ar setañsoù douget ez enep, pellaet en deus da enebour. Roue Israel, an AOTROU, a zo ez kreiz, ne weli ken ar gwalleur.
O vont un tamm a-raokoc’h, en em daolas war e c’henoù d’an douar hag e pedas o lavarout: Va Zad, ma pellaio an hanaf-se diouzhin mar gell-se bezañ! Koulskoude, n’eo ket evel ma fell din, met evel ma fell dit.
Ha ne gredez ket ez on-me en Tad hag emañ an Tad ennon? Ar gerioù a lavaran deoc’h, n’o lavaran ket ac’hanon va-unan. Met an Tad a chom ennon, a ra e-unan an oberoù.
Neuze Jezuz a lavaras da Bêr: Laka da gleze en e c’houin. Ha n’evin ket an hanaf en deus an Tad roet din?
Jezuz a lavaras dezho: Va boued eo ober bolontez an hini en deus va c’haset ha peurober e oberenn.
Neuze Jezuz a respontas dezho: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc’h, ar Mab ne c’hell ober netra anezhañ e-unan, nemet en defe gwelet an Tad ouzh henn ober, rak kement a ra an Tad, ar Mab a ra ivez eveltañ.
rak diskennet on eus an neñv nann evit ober va bolontez, met bolontez an hini en deus va c’haset.
Jezuz a lavaras dezho: Pa ho po savet Mab an den, neuze ec’h anavezot emaon ha penaos ne ran netra ac’hanon va-unan, met e lavaran an traoù evel m’en deus va Zad o desket din.
Neuze Jezuz a lavaras dezho: Ma vije Doue ho Tad, e karjec’h ac’hanon, rak eus Doue eo ez on hag e teuan. N’on ket deuet ac’hanon va-unan, met eñ eo an hini en deus va c’haset.
Rak Krist ivez n’eo ket en em blijet ennañ e-unan, met hervez ma’z eo skrivet: Dismegañsoù ar re a zismegañs ac’hanout a zo kouezhet warnon.
Hogen gouzout a reomp penaos barnedigezh Doue a-enep ar re a ra ar seurt traoù-se a zo hervez ar wirionez.
Met dre da galeted ha da galon dibened, e tastumez un teñzor a fulor evit deiz fulor ha diskuliadur barnedigezh reizh Doue,