La Biblia Online

Anuncios


Toda la Biblia A.T. N.T.




Sant Ian 5:21 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

Rak, evel ma adsav a varv an Tad hag e ro ar vuhez, evel-se ivez ar Mab a ro ar vuhez d’ar re a fell dezhañ.

Ver Capítulo

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

Rag, evel ma teu an Tad da resussita ar re varo ha da rei ar vuez dezhe, evel‐se ive ar Mab a ro ar vuez d’ar re a fell dezhan.

Ver Capítulo



Sant Ian 5:21
14 Referencias Cruzadas  

Hag en em astennas war ar bugel teir gwech, hag e krias d'an AOTROU o lavarout: AOTROU va Doue, da bediñ a ran, ma teuio ene ar bugel-mañ ennañ en-dro!


Adalek ma lennas roue Israel al lizher, e rogas e zilhad hag e lavaras: Hag ez on Doue evit ober mervel pe vevañ, evit ma tegas hemañ etrezek ennon da yac'haat un den eus e lorgnez? Dre-se, gouezit ha gwelit ne glask nemet un digarez a-enep din.


Jezuz a lavaras dezhi: Me eo an adsavidigezh hag ar vuhez, an hini a gred ennon, ha pa vefe marv, a vevo.


ha, hervez ar galloud ac’h eus roet dezhañ war bep kig, ma roio ar vuhez peurbadus d’an holl re ac’h eus roet dezhañ.


Ar Spered eo a ro buhez, ar c’hig ne servij da netra. Ar gerioù a lavaran deoc’h a zo spered ha buhez.


Perak e kav deoc’h digredus ec’h adsavfe Doue ar re varv?


Mar chom ennoc’h Spered an hini en deus adsavet Jezuz a-douez ar re varv, an hini en deus adsavet Krist a-douez ar re varv a roio ivez ar vuhez d’ho korfoù marvel dre e Spered a chom ennoc’h.


hervez ma’z eo skrivet: An den kentañ, Adam, a zo deuet da vezañ un ene bev, met an Adam diwezhañ, ur Spered a ro buhez.


Gwelit bremañ penaos eo me va-unan eo me, ha penaos n'eus doue all ebet nemedon. Me a ra mervel ha bevañ, me a c'hloaz hag a yac'ha, ha n'eus den hag a c'hell dieubiñ eus va dorn.