Sant Ian 5:14 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Goude-se, Jezuz a gavas anezhañ en templ hag a lavaras dezhañ: Setu, yac’haet out bet, na bec’h ken gant aon en em gavfe ganit un dra bennak gwashoc’h. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Eur pennad goude, Jesus a gavaz anezhan en templ, hag a lavaraz dezhan: Setu te bet pareet; na bec’h mui, gant aoun na c’hoarvezfe ganez eun dra‐benag gwassoc’h. |
Met kerkent ha m'o doe diskuizh, e tistroent d'ober fall dirazout, ha neuze o zilezes etre daouarn o enebourien a vestronie anezho. Hag adarre e klemmjent war-zu ennout, hag o c'hleves eus an neñvoù, hag evel-se, hervez da drugarez vras, ec'h eus o dieubet meur a wech.
Ha bremañ va fenn a savo dreist va enebourien a zo en-dro din. Kinnig a rin en e dabernakl aberzhoù a levenez. Kanañ a rin meuleudioù d'an AOTROU.
rak veñjiñ a ra ar gwad skuilhet, soñj en deus anezhañ, n'ankounac'ha ket kriadenn ar re c'hlac'haret.
An AOTROU eo va silvidigezh, hag e kanimp war hor binvioù-kerdin holl zeizioù hor buhez e ti an AOTROU.
An aberzhour a sello outañ. Mar kav dezhañ eo donoc’h an tarch eget ar c’hroc’hen ha mar d-eo ar blev deuet da vezañ gwenn, an aberzhour a zisklêrio anezhañ dic’hlan. Ur gouli a lorgnez eo, o tispuilhañ en danijenn.
Mar kinnig unan bennak anezhañ evit trugarekaat, e kinnigo gant an aberzh gwestell hep goell mezet gant eoul, bignez hep goell strinket gant eoul ha gwestell flour bleud kemmesket mezet gant eoul.
Neuze ez a, e kemer gantañ seizh spered all gwashoc’h egetañ, ez eont hag e chomont ennañ, ha stad diwezhañ an den-se a zeu gwashoc’h eget an hini gentañ. Evel-se e c’hoarvezo gant ar rummad fall-mañ.
Jezuz, o welout o feiz, a lavaras d’an den seizet: Mab, da bec’hedoù a zo pardonet dit.
Met an hini a oa bet yac’haet ne ouie ket piv e oa. Rak Jezuz a oa en em dennet abalamour ma oa kalz a dud eno.
Hi a lavaras: Den, Aotrou. Jezuz a lavaras dezhi: Ne varnan ket ac’hanout kennebeut, kae ha na bec’h ken.
Rak a-walc’h eo deomp bezañ graet en amzer hor buhez tremenet bolontez ar baganed, en ur gerzhout en hudurniezh, en droukc’hoantoù, er vezventi, er c’horfadoù hag en idolerezh argarzhus.