An AOTROU, Doue o zadoù, en doa kaset kemennoù dezho dre e gannaded, beure-mat e vezent kaset, rak truez en doa ouzh e bobl hag ouzh e chomlec'h.
Sant Ian 4:38 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Me am eus ho kaset e-lec’h n’hoc’h eus ket labouret. Reoù all o deus labouret ha c’hwi a zo aet en o labour. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Me em euz ho kasset da eosti el leac’h ma n’oc’h euz ket labouret; re all ho deuz labouret, ha c’houi a zo eat var ho labour. |
An AOTROU, Doue o zadoù, en doa kaset kemennoù dezho dre e gannaded, beure-mat e vezent kaset, rak truez en doa ouzh e bobl hag ouzh e chomlec'h.
Kaset em eus deoc'h va holl servijerien, ar brofeded, am eus kaset adalek ar beure, evit lavarout deoc'h: Na rit ket an dra euzhus-se a gasaan!
Jezuz a valeas dre holl C’halilea, o kelenn en o sinagogennoù, o prezeg keloù mat ar rouantelezh, o yac’haat kement kleñved ha kement mac’hagn a oa e-touez ar bobl.
Dont a reas da vezañ test, da reiñ testeni d’ar sklêrijenn, evit ma kredje an holl drezañ.
Kalz eus Samaritaned ar gêr-se a gredas ennañ abalamour da gomz ar wreg, rak roet he doa an testeni-mañ: Lavaret en deus din kement am eus graet.
Ar re eta a zegemeras e c’her gant levenez a voe badezet. War-dro tri mil ene a voe unanet en deiz-se d’an diskibien.
Al lod bras eus ar re o doa kredet ne oant holl nemet ur galon hag un ene. Den ne lavare e oa dezhañ tamm ebet eus ar madoù en doa, met an holl draoù a oa kumun etrezo.
Met kalz eus ar re o doa klevet ar ger a gredas, ha niver ar wersed a oa war-dro pemp mil.
Muioc’h-muiañ a grederien a oa lakaet a-gresk d’an Aotrou, un niver bras a wazed hag a wragez,
Ger Doue en em skuilhe, niver an diskibien a greske kalz e Jeruzalem hag un niver bras eus ar veleien a sente ouzh ar feiz.
Ne dennomp ket gloar en tu all d’ar pezh a zo dleet, evel e labourioù ar re all, met esperout a reomp, pa vo kresket ho feiz, en em astennimp kalz pelloc’h en ur chom el lodenn a zo merket deomp,