Sant Ian 4:25 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ar wreg a lavaras dezhañ: Gouzout a ran penaos ar Mesiaz, an hini a c’halver Krist, a dle dont. Pa vo deuet, e tisklêrio deomp an holl draoù. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ar vaouez‐se a respontaz dezhan: Gouzoud a ran e tle dond ar Messi, an hini a c’halver ar C’hrist; pa vezo deuet, e tisclerio deomp pep tra. |
Evel ma oant dastumet, Pilat a lavaras dezho: Pehini a fell deoc’h e laoskfen deoc’h, Barabbaz, pe Jezuz a c’halver Krist?
Pilat a lavaras dezho: Petra a rin eta eus Jezuz a c’halver Krist? Holl a lavarjont dezhañ: Ra vo staget ouzh ar groaz!
Deuit da welout un den en deus lavaret din kement am eus graet. Ha ne vefe ket eñ ar C’hrist?
Kalz eus Samaritaned ar gêr-se a gredas ennañ abalamour da gomz ar wreg, rak roet he doa an testeni-mañ: Lavaret en deus din kement am eus graet.
Lavarout a rejont d’ar wreg: N’eo ket abalamour da’z lavar eo e kredomp, rak klevet hon eus anezhañ hon-unan hag ec’h anavezomp penaos hemañ eo e gwirionez Salver ar bed, ar C’hrist.