Faraon a lavaras da Jozef: Me eo Faraon! Hepdout den ne savo e zorn pe e droad en holl vro Ejipt.
Sant Ian 3:35 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned An Tad a gar ar Mab hag en deus lakaet pep tra etre e zaouarn. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) An Tad a gar ar Mab, hag hen deuz lakeat pep tra etre he zaouarn. |
Faraon a lavaras da Jozef: Me eo Faraon! Hepdout den ne savo e zorn pe e droad en holl vro Ejipt.
Pa voe holl vro Ejipt en naonegezh, ar bobl a grias da Faraon evit kaout bara. Faraon a respontas d'an holl Ejipsianed: It da gavout Jozef ha grit ar pezh a lavaro deoc'h.
neuze e oan e oberour en e gichen, e oan e blijadur bemdez, o laouenaat hep paouez dirazañ.
Setu va servijer a skoazellan, an hini am eus dibabet, ennañ va ene a gemer plijadur. Lakaet em eus va spered warnañ, hag ec'h embanno ar varnedigezh d'ar broadoù.
Hag e voe roet dezhañ ar vestroniezh, ar c'hloar hag ar ren, hag an holl bobloù, broadoù ha yezhoù a servijas anezhañ. E vestroniezh a zo ur vestroniezh peurbadus na dremeno ket, hag e rouantelezh ne vo ket distrujet.
Pep tra a zo bet roet din gant va Zad, ha den ne oar piv eo ar Mab nemet an Tad, na piv eo an Tad kennebeut nemet ar Mab, hag an hini e fell d’ar Mab e ziskuliañ dezhañ.
Komz a rae c’hoazh, pa zeuas ur goabrenn lugernus d’o goleiñ. Ha setu, ur vouezh a zeuas eus ar goabrenn o lavarout: Hemañ eo va Mab karet-mat, ennañ em eus lakaet va holl levenez. Selaouit eñ!
Jezuz a dostaas outo, a gomzas outo hag a lavaras: Pep galloud a zo bet roet din en neñv ha war an douar.
Ha setu, ur vouezh eus an neñvoù a lavare: Hemañ eo va Mab karet-mat, ennañ em eus lakaet va holl levenez.
Pep tra a zo bet roet din gant va Zad, ha den ne oar piv eo ar Mab nemet an Tad, na piv eo an Tad nemet ar Mab hag an hini a fell d’ar Mab e zisklêriañ dezhañ.
Jezuz, oc’h anavezout en doa an Tad lakaet pep tra etre e zaouarn, hag e oa deuet eus Doue hag e tistroe da Zoue,
ha, hervez ar galloud ac’h eus roet dezhañ war bep kig, ma roio ar vuhez peurbadus d’an holl re ac’h eus roet dezhañ.
me enno ha te ennon, evit ma vint unan en un doare klok, ha ma’c’h anavezo ar bed ec’h eus va c’haset hag ec’h eus o c’haret evel ma ec’h eus va c’haret.
Roet em eus da anavezout dezho da anv hag e roin anezhañ da anavezout dezho, evit ma vo enno ar garantez ac’h eus bet evidon ha ma vin enno.
Rak an Tad a gar ar Mab hag a ziskouez dezhañ kement a ra, ha diskouez a raio dezhañ oberoù brasoc’h eget ar re-mañ, evit ma viot sabatuet.
Rak Doue en deus lakaet an holl draoù dindan e dreid. Ha pa lavar ez eo an holl draoù dindanañ, eo sklaer penaos an hini en deus lakaet an holl draoù dindanañ n’emañ ket e-unan dindanañ.
en deus komzet ouzhimp en amzer diwezhañ-mañ dre e Vab, a zo bet lakaet gantañ da heritour war an holl draoù, drezañ ivez en deus krouet ar bed.
Eñ, o vezañ aet en neñv, a zo a-zehou da Zoue, ha dindanañ emañ an aeled, an nerzhioù hag ar galloudoù.