Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Hebreed 1:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

2 en deus komzet ouzhimp en amzer diwezhañ-mañ dre e Vab, a zo bet lakaet gantañ da heritour war an holl draoù, drezañ ivez en deus krouet ar bed.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

2 hen deuz komzet ouzomp en deiziou diveza‐man dre he Vab, pehini a zo bet lakeat ganthan da heritour euz an holl draou; dre behini ive hen deuz great ar bed.

Ver Capítulo Copiar




Hebreed 1:2
70 Referencias Cruzadas  

Jakob a c'halvas e vibien hag a lavaras: En em zastumit hag e tisklêrin deoc'h ar pezh a c'hoarvezo ganeoc'h en deizioù da zont.


Hag e c'hoarvezo, en deizioù diwezhañ, ma vo startaet menez ti an AOTROU dreist ar menezioù, hag e savo dreist ar c'hrec'hiennoù, hag e teredo ennañ an holl vroadoù.


Evel-henn e komz an AOTROU, da zasprener, an hini en deus da stummet adalek ar c'hof: Me eo an AOTROU, an hini a ra an holl draoù, an hini en deus astennet an neñvoù ha kompezet an douar, eñ e-unan.


Me eo am eus graet an douar ha krouet an den warnañ, me eo am eus astennet an neñvoù gant va daouarn ha roet al lezenn d'o arme,


Rak evel-henn e komz an AOTROU, an hini en deus graet an neñvoù, eñ an Doue en deus stummet an douar, hag e c'hraet hag e ziazezet, ha n'eo ket bet graet evit bezañ goullo met stummet evit kaout annezidi: Me eo an AOTROU, n'eus ket unan all.


Kounnar entanet an AOTROU ne zistroio ket, ken n'en devo graet mennadoù e galon hag o c'haset da benn. Kement-mañ a gomprenot sklaer en deizioù diwezhañ.


Koulskoude, en deizioù diwezhañ, ec'h adsavin harluidi Moab. Betek amañ ez a barnedigezh Moab.


Pignat a ri a-enep va fobl Israel, evel ur c'hoabrenn o c'holeiñ ar vro. Bez' e vo en deizioù diwezhañ, ma rin dit kerzhout a-enep va bro, evit ma vin anavezet gant ar broadoù, pa vin santelaet drezout dirak o daoulagad.


Dont a ran bremañ evit reiñ dit da anavezout ar pezh a c'hoarvezo gant da bobl en deizioù diwezhañ, rak ez a ar weledigezh betek an deizioù-se.


Met un Doue a zo en neñvoù hag a ziskuilh an traoù kuzhet, hag a ro da anavezout d'ar roue Nebukadnezar ar pezh a c'hoarvezo en deizioù da zont. Setu da huñvre hag ar gweledigezhioù ac'h eus bet ez penn war da wele.


Goude-se, mibien Israel a zistroio, hag e klaskint an AOTROU o Doue ha David o roue. Hag e teuint gant doujañs da gavout an AOTROU hag e vadelezh, en deizioù diwezhañ.


Hag e c'hoarvezo, en deizioù diwezhañ, ma vo startaet menez ti an AOTROU dreist ar menezioù, hag e savo dreist ar c'hrec'hiennoù, hag e teredo ennañ an holl bobloù.


Ha bremañ ez an etrezek va fobl. Deus, ma kemennin dit ar pezh a raio ar bobl-se da'z pobl en amzerioù da zont.


an enebour en deus e hadet eo an diaoul; an eost eo fin ar bed; ar vederien eo an aeled.


Komz a rae c’hoazh, pa zeuas ur goabrenn lugernus d’o goleiñ. Ha setu, ur vouezh a zeuas eus ar goabrenn o lavarout: Hemañ eo va Mab karet-mat, ennañ em eus lakaet va holl levenez. Selaouit eñ!


Met ar winierien, pa weljont ar mab, a lavaras etrezo: Setu an heritour, deuit, lazhomp anezhañ ha kemeromp e hêrezh.


Met Jezuz a davas. Ar beleg-meur a lavaras dezhañ: Da bediñ a ran sart en anv an Doue bev da lavarout deomp mar d-out ar C’hrist, Mab Doue.


Jezuz a dostaas outo, a gomzas outo hag a lavaras: Pep galloud a zo bet roet din en neñv ha war an douar.


Ha setu, ur vouezh eus an neñvoù a lavare: Hemañ eo va Mab karet-mat, ennañ em eus lakaet va holl levenez.


Penn-kentañ Aviel Jezuz-Krist, Mab Doue.


Da ziwezhañ, o kaout ur mab a gare kalz, e kasas anezhañ dezho, en ur lavarout: Doujañ a raint va mab.


Met ar winierien-mañ a lavaras etrezo: Setu an heritour, deuit, lazhomp anezhañ hag an hêrezh a vo deomp.


Er bed e oa hag ar bed a zo bet graet gantañ, met ar bed n’en deus ket e anavezet.


Ar Ger a zo bet graet kig hag en deus chomet en hon touez, leun a c’hras hag a wirionez, ha gwelet hon eus e c’hloar, ur gloar evel hini ar Mab nemetañ deuet eus an Tad.


An holl draoù a zo bet graet drezañ, ha netra eus ar pezh a zo bet graet n’eo bet graet heptañ.


Jezuz, oc’h anavezout en doa an Tad lakaet pep tra etre e zaouarn, hag e oa deuet eus Doue hag e tistroe da Zoue,


Mar d-eo bet roet gloar da Zoue ennañ, Doue a roio gloar dezhañ ivez ennañ e-unan hag e roio gloar dezhañ prest.


N’ho kalvan ken servijerien, rak ar servijer ne oar ket petra a ra e vestr, met ho kalvet em eus mignoned, abalamour ma em eus roet deoc’h da anavezout kement am eus klevet gant va Zad.


Kement en deus an Tad a zo din. Setu perak em eus lavaret e kemero eus ar pezh a zo din hag en disklêrio deoc’h.


ha, hervez ar galloud ac’h eus roet dezhañ war bep kig, ma roio ar vuhez peurbadus d’an holl re ac’h eus roet dezhañ.


Rak kement en deus Doue karet ar bed m’en deus roet e Vab nemetañ, evit na vo ket kollet piv bennak a gred ennañ, met m’en devo ar vuhez peurbadus.


Hogen un tamall a savas etre diskibien Yann hag ar Yuzevien diwar-benn ar c’hlanidigezh.


Rak, evel m’en deus an Tad ar vuhez ennañ e-unan, roet en deus ivez d’ar Mab da gaout ar vuhez ennañ e-unan,


hag roet en deus dezhañ ar galloud da varn, abalamour ma’z eo Mab an den.


Ni a oar en deus Doue komzet ouzh Moizez, met hemañ, n’ouzomp ket a-belec’h eo.


Setu aze ar ger en deus kaset da vibien Israel, en ur zisklêriañ dezho Aviel ar peoc’h dre Jezuz-Krist, Aotrou an holl.


Erruout a raio en deizioù diwezhañ, eme Doue, e skuilhin eus va Spered war bep kig, ho mibien hag ho merc’hed a brofedo, ho tud yaouank o devo gweledigezhioù hag ho tud kozh o devo huñvreoù.


disklêriet Mab Doue gant galloud hervez ar Spered a santelezh dre e adsavidigezh a-douez ar re varv, Jezuz-Krist hon Aotrou,


Ha mar d-omp bugale, ez omp ivez heritourien, heritourien da Zoue ha kenheritourien gant Krist, mar gouzañvomp koulskoude gantañ evit ma resevimp ivez gloar gantañ.


prezeg a reomp furnez Doue en ur mister, ur furnez hag a oa bet kuzhet hag a oa bet ragaozet gant Doue a-raok ar c’hantvedoù evit hor gloar,


koulskoude ni n’hon eus nemet un Doue hepken, an Tad, e teu an holl draoù dioutañ hag ez omp-ni evitañ, hag un Aotrou hepken, Jezuz-Krist, a zo an holl draoù drezañ hag emaomp-ni drezañ.


Met pa’z eo deuet an amzerioù merket, Doue en deus kaset e Vab, ganet eus ur wreg, ganet dindan al lezenn,


penaos, e roidigezh oberiañs an amzerioù, e tastumje an holl draoù e Krist, kement ar pezh a zo en neñvoù evel ar pezh a zo war an douar.


hag evit lakaat gwelus dirak an holl roidigezh ar mister kuzhet a bep amzer e Doue en deus krouet an holl draoù dre Jezuz-Krist,


An AOTROU da Zoue a savo dit eus da greiz, a-douez da vreudeur, ur profed eveldon, hag e selaouot anezhañ,


Rak gouzout a ran penaos, goude va marv, en em vreinot hag e tistroiot diouzh an hent am eus gourc'hemennet deoc'h; hag e c'houzañvot poanioù en deizioù da zont, pa ho po graet ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU, o fuloriñ anezhañ dre oberennoù ho taouarn.


Pa vi er glac'har ha ma vo erruet an holl draoù-se ganit, neuze, en deizioù war-lerc'h, e tistroi d'an AOTROU da Zoue hag e senti ouzh e vouezh,


rak da behini eus an aeled en deus Doue biskoazh lavaret: Te eo va Mab, da c’hanet em eus hiziv? Pe c’hoazh: Me a vo un Tad dezhañ, hag eñ a vo ur Mab din?


Met diwar-benn ar Mab, e lavar: O Doue! Da dron a chomo e kantvedoù ar c’hantvedoù, gwalenn da ren a zo ur walenn a reizhder,


Dre ar feiz ec’h ouzomp ez eo bet graet ar bed dre c’her Doue, en hevelep doare ma n’eo ket bet graet ar pezh a weler gant traoù gwelus.


penaos e c’hellimp tec’hout kuit mar dilezomp ur silvidigezh ken bras, a zo bet prezeget da gentañ gant an Aotrou, a zo bet roet deomp evel gwirion gant ar re o deus e glevet,


met Krist a zo bet lakaet evel Mab da vestr war e di, ha ni eo e di, gant ma virimp betek an diwezh ar fiziañs start hag an esperañs a dennomp gloar diouti.


Peogwir eta hon eus ur beleg meur en deus treuzet an neñv, Jezuz Mab Doue, dalc’homp start hon anzavadenn a feiz.


en deus desket ar sentidigezh dre an traoù en deus gouzañvet, petra bennak ma oa Mab.


Rak al lezenn a laka beleien-veur tud hag a zo dinerzh, met ger al le, deuet war-lerc’h al lezenn, a laka ar Mab hag a zo peurvat da viken.


a zo hep tad, hep mamm, hep lignez, hep deroù a zeizioù na ziwezh a vuhez, met a zo rentet heñvel ouzh Mab Doue, a chom beleg da viken.


rak neuze en dije ranket gouzañv meur a wech abaoe krouidigezh ar bed, met bremañ, e diwezh ar c’hantvedoù, eo en em ziskouezet ur wech hepken evit dilemel ar pec’hed oc’h en em aberzhiñ e-unan.


raktonket dija a-raok krouidigezh ar bed, met diskuliet en amzerioù diwezhañ abalamour deoc’h,


Ret eo gouzout da gentañ penaos en devezhioù diwezhañ e teuio goapaerien en em gunduo hervez o droukc’hoantoù o-unan


Lavarout a raent deoc’h penaos en amzerioù diwezhañ e vije goapaeriena gerzhje hervez o droukc’hoantoù o-unan hep doujañs-Doue.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos