O Doue! Ar veuleudi a c'hortoz ac'hanout e Sion, eno e vo sevenet ar gouestloù graet dit.
Sant Ian 3:26 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Dont a rejont da gavout Yann hag e lavarjont dezhañ: Mestr, an hini a oa ganit d’an tu all d’ar Jordan hag ac’h eus roet testeni dezhañ, setu, e vadez hag an holl a ya d’e gavout. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag e teujont da gavoud Ian, hag e leverjont dezhan: Mestr, an hini a oa ganez en tu all d’ar Jourdan, ha da behini ec’h euz roet testeni, setu hen o vadezi, hag ez eont holl d’he gavout. |
O Doue! Ar veuleudi a c'hortoz ac'hanout e Sion, eno e vo sevenet ar gouestloù graet dit.
Gwelet em eus ivez pep labour ha pep ijin el labour, n'int nemet gwarizi eus an eil e-keñver egile. Kement-se ivez a zo avel ha poan spered.
Touet em eus drezon va-unan, hag ar gomz deuet eus va genoù a zo gwirion, ne vo ket torret: Pep glin a blego ha pep teod a douo dirazon.
karout a reont bezañ saludet war ar marc’hallac’hioù ha bezañ galvet gant an dud: Mestr, mestr.
Met c’hwi, na vezit ket galvet Rabbi, rak unan hepken eo ho Mestr, Krist, ha c’hwi holl a zo breudeur.
Yann a roas testeni dezhañ pa grias o lavarout: Hemañ eo an hini am eus lavaret diwar e benn: An hini a zeu war va lerc’h a zo dreiston, rak a-raok din e oa.
Dont a reas da vezañ test, da reiñ testeni d’ar sklêrijenn, evit ma kredje an holl drezañ.
Mar en lezomp d’ober, an holl a gredo ennañ, hag ar Romaned a zeuio hag a zistrujo hol lec’h hag hor broad.
Ar farizianed a lavaras eta etrezo: Gwelout a rit na c’hounezit netra, setu, an dud o deus aet war e lerc’h.
Hemañ a zeuas en noz da gavout Jezuz hag a lavaras dezhañ: Mestr, ni a oar ez out un doktor deuet a-berzh Doue, rak den ne c’hell ober ar mirakloù-se a rez, nemet e vefe Doue gantañ.
Pa ouezas an Aotrou o doa ar farizianed klevet ma rae ha ma vadeze Jezuz muioc’h a ziskibien eget Yann,