Hag e lavaras d'an den: Setu, doujañs an Aotrou eo ar furnez, distreiñ diouzh an droug eo ar poell.
Sant Ian 21:23 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ar vrud eta en em skuilhas e-touez ar vreudeur penaos an diskibl-se ne varvje ket. Koulskoude Jezuz n’en doa ket lavaret dezhañ: Ne varvo ket, met: Mar fell din e chomfe ken a zeuin, petra a ra-se dit? Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ar brud a redaz eta e‐touez ar breudeur, penaos an diskibl‐ze na varvje ket. Koulskoude Jesus n’hen doa ket lavaret dezhan: Na varvo ket; mes: Mar fell d’in e choumfe ken a deuin, petra a ra ze d’id? |
Hag e lavaras d'an den: Setu, doujañs an Aotrou eo ar furnez, distreiñ diouzh an droug eo ar poell.
Dirazañ holl annezidi an douar a zo kontet evel netra, ober a ra evel ma plij dezhañ, ken gant arme an neñvoù, ken gant annezidi an douar, ha n'eus den hag a c'hellfe herzel ouzh e zorn ha lavarout dezhañ: Petra ac'h eus graet?
Rak Mab an den a dle dont e gloar e Dad gant e aeled, ha neuze e roio da bep hini hervez e oberoù.
En deizioù-se, Pêr, a savas e-kreiz an diskibien, dastumet asambles e niver a war-dro kant ugent den, hag a lavaras:
Kavout a rejomp eno breudeur a bedas ac’hanomp da chom ganto seizh devezh. Hag evel-se ez ejomp etrezek Rom.
Dibabit eta, breudeur, seizh den en ho touez a zo roet testeni mat anezho, tud leun eus ar Spered-Santel hag a furnez, evit ma roimp dezho ar garg-se.
Rak bep gwech ma tebrit eus ar bara-mañ ha ma’c’h evit eus an hanaf-mañ, e kemennit marv an Aotrou betek ma teuio.
Dre-se na varnit netra a-raok an amzer, betek ma teuio an Aotrou, a lakaio da vezañ sklaer an traoù kuzhet en deñvalijenn hag a ziskulio soñjoù ar c’halonoù. Neuze Doue a roio da bep hini e veuleudi.
An traoù kuzhet a zo d'an AOTROU hon Doue, met an traoù diskuliet a zo deomp ha d'hor mibien da viken, evit ma raimp diouzh holl gomzoù al lezenn-mañ.
Breudeur, gortozit gant pasianted donedigezh an Aotrou. Setu, al labourer-douar a c’hortoz gant pasianted frouezh prizius an douar, betek ma en devo resevet ar glav eus ar gentañ hag eus an diwezhañ amzer.