Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Ian 21:23 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

23 Ar brud a redaz eta e‐touez ar breudeur, penaos an diskibl‐ze na varvje ket. Koulskoude Jesus n’hen doa ket lavaret dezhan: Na varvo ket; mes: Mar fell d’in e choumfe ken a deuin, petra a ra ze d’id?

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

23 Ar vrud eta en em skuilhas e-touez ar vreudeur penaos an diskibl-se ne varvje ket. Koulskoude Jezuz n’en doa ket lavaret dezhañ: Ne varvo ket, met: Mar fell din e chomfe ken a zeuin, petra a ra-se dit?

Ver Capítulo Copiar




Sant Ian 21:23
12 Referencias Cruzadas  

Rag Mab an den a zeuio en gloar he Dad gant he elez; ha neuze e rento da bep hini hervez he oberou.


En deiziou‐ze, Per, o sevel e‐kreiz an diskibien, a oa dastumet assambles e niver a c’houec’h‐ugent den, pe var‐dro, a lavaraz dezhe:


eno e kavjomp breudeur pere a bedaz ac’hanomp da choum ganthe seiz devez; hag evel‐se ez ejomp da Rom.


Choazit eta, breudeur, seiz den en ho touez, tud a vrud‐vad, leun euz ar Spered‐Santel hag a furnez, evit ma lakaimp anezhe er garg‐se.


Rag ken alies gwech ma tebrot euz ar bara‐man, ha ma c’hevot euz ar c’halir‐man, e tiscleriot maro an Aotrou, bete ma teuio.


Rag‐se na varnit netra araog ma vez deuet an amzer, ken a zeuio an Aotrou pehini a lakai da veza sclear an traou a oa kuzet en devalijen, hag a lako dirag daoulagad an holl ar c’huzuliou kuzet euz ar c’halonou; ha neuze pep hini hen devezo he veuleudi digant Doue.


Breudeur, gortozit eta gant patianted beteg donedigez an Aotrou. Setu an tiec a c’hortoz gant patianted ar frouez precius euz an douar, ken n’hen devezo bet glao euz ar c’henta hag euz an diveza sezon.


mes da vihana dalc’hit mad ar pez hoc’h euz, bete ma teuin.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos