Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Ian 21:22 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

22 Jesus a lavaraz dezhan: Mar fell d’in e choumfe ken a deuin, petra a ra an dra‐ze d’id? Evidoud‐te, heuil ac’hanoun.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

22 Jezuz a lavaras: Mar fell din e chomfe ken a zeuin, petra a ra-se dit? Te, heuilh ac’hanon.

Ver Capítulo Copiar




Sant Ian 21:22
20 Referencias Cruzadas  

Neuze Jesus a lavaraz d’he ziskibien: Mar fell da unan‐benag dond var va lerc’h, ra zeuio da renons dezhan he‐unan, ra zougo he groaz, ha ra heulio ac’hanoun.


Rag, evel ma teu al luc’heden euz ar Zavheol ha ma sclera beteg ar C’huz‐heol, evel‐se ive e vezo donedigez Mab an den.


Ha pa oe azezet var menez Olived, he ziskibien a dostaaz outhan a‐du, hag a lavaraz dezhan: Lavar deomp peur e c’hoarvezo kement‐se, ha pehini a vezo ar sin euz da zonedigez hag euz a fin ar bed.


Rag‐se c’houi ive en em zalc’hit prest; rag Mab an den a zeuio d’an heur ha na sonjit ket.


Hogen, pa zeui Mab an den en he c’hloar, hag an holl elez santel ganthan, neuze ec’h azezo var an tron euz he c’hloar.


Mes Jesus a lavaraz dezhan: Heul ac’hanoun, ha lez ar re varo da enteri ho re varo.


Lavaret a reaz ive dezhe: E gwirionez e lavaran deoc’h, bez’ ez euz hinienou aman prezant, ha na varvint ket ken ho devezo gwelet rouantelez Doue o tond gant galloud.


Hogen, hen a lavaraz an dra‐ze evit rei da anaoud dre be seurt maro e tlie Per glorifia Doue. Ha goude beza komzet evel‐se, e lavaraz dezhan: Heuil ac’hanoun.


Per eta, o veza gwelet anezhan, a lavaraz da Jesus: Aotrou, hag he‐man, petra c’hoarvezo ganthan?


Rag ken alies gwech ma tebrot euz ar bara‐man, ha ma c’hevot euz ar c’halir‐man, e tiscleriot maro an Aotrou, bete ma teuio.


Rag‐se na varnit netra araog ma vez deuet an amzer, ken a zeuio an Aotrou pehini a lakai da veza sclear an traou a oa kuzet en devalijen, hag a lako dirag daoulagad an holl ar c’huzuliou kuzet euz ar c’halonou; ha neuze pep hini hen devezo he veuleudi digant Doue.


Rag pehini eo hon esperans, pe hon joa, pe hon c’hurunen a c’hloar? Ha n’eo ket c’houi ive, en prezans hon Aotrou Jesus‐Christ, deiz he zonedigez?


Breudeur, gortozit eta gant patianted beteg donedigez an Aotrou. Setu an tiec a c’hortoz gant patianted ar frouez precius euz an douar, ken n’hen devezo bet glao euz ar c’henta hag euz an diveza sezon.


C’houi ive, gortozit gant patianted, krenvait ho calonou, rag donedigez an Aotrou a dosta.


Setu, ema o tond var ar goabrennou, ha pep lagad a velo anezhan, hag ar re memeus ho deuz toullet anezhan; hag an holl boblou euz an douar a skoio va boul ho c’halon dirazhan. Ia, Amen.


mes da vihana dalc’hit mad ar pez hoc’h euz, bete ma teuin.


An hini a ro testeni euz an traou‐man, a lavar: Ia, dond a ran, dizale. Amen! Ia, deuz, Aotrou Jesus!


Setu, e teuan dizale; eürus an hini a vir komzou profesi al levr‐man!


Emoun prest da zond; dalc’h stard ar pez ec’h euz, evit na gemero den da gurunen.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos